Ar roue Salomon a roas da rouanez Seba kement a c'hoantaas, ar pezh a c'houlennas, hag ouzhpenn-se e roas dezhi profoù evel ma c'helle reiñ ar roue Salomon. Hag e tistroas hag ez eas d'he bro, hi hag he servijerien.
Reiñ a rin dit zoken ar pezh na'c'h eus ket goulennet, pinvidigezhioù ha gloar, e doare ma ne vo ket unan heñvel ouzhit e-touez ar rouaned e-pad da holl zeizioù.
Dastumet em eus din ivez arc'hant hag aour, ha pinvidigezhioù ar rouaned hag ar proviñsoù, bet em eus kanerien ha kanerezed, ha plijadurioù mibien an dud, gwragez en niver bras.