Respont a reas: Va mab ne ziskenno ket ganeoc'h rak e vreur a zo marv, hag hemañ a chom e-unan. Ma c'hoarvezfe gwalleur gantañ en hent emaoc'h o vont, e lakafec'h va blev gwenn da ziskenn gant glac'har e lec'h ar marv.
1 Rouaned 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bremañ eta, ne lezi ket anezhañ digastiz, rak fur ez out evit gouzout ar pezh az po d'ober dezhañ. Lakaat a ri e vlev gwenn merket gant gwad da ziskenn da lec'h ar marv. |
Respont a reas: Va mab ne ziskenno ket ganeoc'h rak e vreur a zo marv, hag hemañ a chom e-unan. Ma c'hoarvezfe gwalleur gantañ en hent emaoc'h o vont, e lakafec'h va blev gwenn da ziskenn gant glac'har e lec'h ar marv.
e c'hoarvezo penaos adalek ma ne welo ket ar bugel ganeomp e varvo. Ha da servijerien a lakaio da ziskenn gant glac'har blev gwenn da servijer hon tad e lec'h ar marv.
An hini a skuilho gwad an den, dre an den e wad a vo skuilhet, rak Doue en deus graet an den en e skeudenn.
Ar roue David a yeas betek Bakurim. Ha setu e teuas un den ac'hane, eus tiegezh Saül, anvet Shimei mab Gera. Dont a reas er-maez en ur vallozhiñ,
Ha me a zo dinerzh hiziv, petra bennak ma'z on bet olevet da roue. Hag an dud-se, mibien Zeruja, a zo re c'halloudek evidon. Ra roio an AOTROU d'an hini en deus graet an droug hervez e zrougiezh!
Ober a ri hervez da furnez, ha ne lezi ket diskenn e peoc'h e vlev gwenn da lec'h ar marv.
setu, e ran hervez da gomzoù. Setu ma roin dit ur galon fur ha poellek, e doare ma ne vo ket bet unan heñvel ouzhit a-raok dit, ha ne vo ket unan heñvel ouzhit ez koude.
Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.
Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.
rak e ballenn nemetañ eo, e zilhad evit goleiñ e groc'hen. E petra e kousko? Mar erru da grial din, e klevin anezhañ rak trugarezus on.
Ma ne rit ket evel-se, ho po pec'het a-enep an AOTROU, hag ho pec'hed a gavo ac'hanoc'h.