Bez kreñv, diskouezomp kalon evit hor pobl hag evit kêrioù hon Doue. Ra vo graet gant an AOTROU evel ma kavo mat.
1 Rouaned 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a ran dre hent an holl zouar. En em greñva, ha bez un den. |
Bez kreñv, diskouezomp kalon evit hor pobl hag evit kêrioù hon Doue. Ra vo graet gant an AOTROU evel ma kavo mat.
Met bremañ pa'z eo marv, perak e yunfen? Hag-eñ e c'hellfen ober dezhañ distreiñ? Me a yelo war e lerc'h, met eñ ne zistroio ket etrezek ennon.
Ha bremañ, AOTROU va Doue, lakaet ec'h eus da servijer da ren e lec'h David va zad, ha n'on nemet un denig yaouank, n'ouzon ket penaos en em ren.
Neuze e ri berzh, mard out evezhiek d'ober diouzh ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus urzhiet an AOTROU da Voizez evit Israel. En em galoneka ha bez kreñv, na spont ket ha na'z pez ket aon.
An aour, an arc'hant, an arem hag an houarn a zo diniver. Sav ha gra! Ha ra vo an AOTROU ganit!
Taol evezh bremañ, an AOTROU en deus da zibabet evit sevel un ti evel santual. En em galoneka, ha dit da labourat.
David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .
Az pez soñj pegen berr eo va amzer, hag evit pebezh distervez ec'h eus krouet mibien an dud.
Selaouomp kentel an holl brezegenn-mañ: Douj Doue ha mir e c'hourc'hemennoù, rak setu aze holl zlead an den.
Hag e roas urzhioù da Jozue mab Nun o lavarout: En em galoneka ha bez kreñv! Rak te a zereno mibien Israel d'ar vro am eus touet dezho, ha me a vo ganit.
Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d’ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c’hlanded.
Ha setu, mont a ran hiziv dre hent an holl douar. Gouzout a rit eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene, penaos n'eo ket kouezhet ur gomz hepken eus an holl gomzoù mat en deus lavaret evidoc'h an AOTROU ho Toue. Kement tra eo peurc'hraet evidoc'h, n'eo ket kouezhet ur gomz hepken.