Ur pell bras goude-se komz an AOTROU a voe disklêriet da Elia, en trede bloaz, o lavarout: Kae, en em ziskouez da Akab, hag e kasin glav war an douar.
1 Rouaned 18:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Elia a yeas d'en em ziskouez da Akab. An naonegezh a oa bras e Samaria. |
Ur pell bras goude-se komz an AOTROU a voe disklêriet da Elia, en trede bloaz, o lavarout: Kae, en em ziskouez da Akab, hag e kasin glav war an douar.
En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi. Hag Elia a yeas kuit.
Bez' e voe un naonegezh vras e Samaria, ha setu, e oa sezizet ken tost ma oa gwerzhet ur penn azen pevar-ugent sikl arc'hant, hag ur c'hard eus ur c'hab kaoc'h koulm pemp sikl arc'hant.
Salm David. An AOTROU eo va sklêrijenn ha va dieubidigezh: Dirak piv em befe aon? An AOTROU eo diwaller va buhez: Dirak piv e spontfen?
Doue a veulin hag e bromesa; e Doue e fizian ha ne'm eus aon rak netra. Petra a raio an dud din?
An hini drouk a dec'h hep ma'z eer den war e lerc'h, met an den reizh en deus fiziañs evel ul leon.
Me eo, me eo an hini a frealz ac'hanoc'h. Piv out-te evit kaout aon rak un den marvel, rak ur mab-den a zeuio da vezañ evel geot?
Mard an d'ar parkeier, setu tud toullet gant ar c'hleze, mar deuan e kêr, setu tud o vervel gant an naon. Ar profed zoken hag an aberzhour a red dre ar vro, hep anavezout da belec'h ez eont.
Ho nerzh a faezho en aner, an douar ne roio ket e genderc’h ha gwez ar parkeier ne roio ket o frouezh.
Pa dorrin deoc’h bazh ar bara, dek gwreg a boazho bara en ur forn hepken hag a roio deoc’h ho para dre bouez, hag e tebrot ha n’ho po ket ho kwalc’h.