Leviegezh 26:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
26 Pa dorrin deoc’h bazh ar bara, dek gwreg a boazho bara en ur forn hepken hag a roio deoc’h ho para dre bouez, hag e tebrot ha n’ho po ket ho kwalc’h.
Bez' e voe un naonegezh vras e Samaria, ha setu, e oa sezizet ken tost ma oa gwerzhet ur penn azen pevar-ugent sikl arc'hant, hag ur c'hard eus ur c'hab kaoc'h koulm pemp sikl arc'hant.
Mar yunont, ne selaouin ket o garm, mar kinnigont loskaberzhoù ha donezonoù, n'o c'havin ket dereat, met ez an da guzumiñ anezho dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn.
Mab an den, ma pec'h ur vro a-enep din oc'h ober dislealded, ma astennan va dorn en hec'h enep, ma torran bazh ar bara enni, ma kasan dezhi an naonegezh, ma laman diouti tud ha loened,
Hag e lavaras din: Mab an den, setu, ez an da derriñ bazh ar bara e Jeruzalem. Debriñ a raint bara dre bouez hag er glac'har, evañ a raint dour dre vuzul hag er spouron,
Pa daolin a-enep dezho biroù marvus an naonegezh evit ho tiskar hag a gasin d'ho tistrujañ, e kreskin an naonegezh warnoc'h, hag e terrin evidoc'h bazh ar bara.
Debriñ a ri met ne'z po ket da walc'h, hag an naon a vo ez kreiz. Lakaat a ri a gostez, met ne savetei ket, hag ar pezh az po saveteet a roin d'ar c'hleze.
Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.