Lavarout a reas: Na zoug ket da zorn war ar bugel ha na ra netra dezhañ. Rak bremañ ec'h anavezan penaos e toujez Doue, pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ.
Ar servijer a gemeras dek kañval a-douez kañvaled e vestr hag a yeas kuit, o kas gantañ pep seurt madoù digant e vestr etre e zaouarn. Sevel a reas eta hag a yeas e Mezopotamia, e kêr Nakor.
Den n'eo uheloc'h en ti-mañ egedon ha n'en deus difennet ouzhin stekiñ ouzh tra ebet nemet ouzhit-te, dre ma'z out e wreg. Penaos e rafen un droug ken bras hag e pec'hfen a-enep Doue?
Hag e c'hoarvezo, pa vin aet diganit, ma vi douget gant Spered an AOTROU d'ul lec'h n'anavezin ket, hag ez in da lavarout kement-se da Akab, ha ne gavo ket ac'hanout, hag e lazho ac'hanon. Hogen da servijer a zouj an AOTROU adalek e yaouankiz.
Un intañvez, a-douez gwragez mibien ar brofeded, a grias da Elizea o lavarout: Da servijer va gwaz a zo marv, ha gouzout a rez penaos e touje da servijer an AOTROU. Hag ar c'hredour a zo deuet da gemer va daou vugel, evit ma vint sklaved.
Ar c'houarnourien a zo bet a-raok din a waske ar bobl, hag a gemere diganto bara ha gwin, en tu all da zaou-ugent sikl arc'hant, hag o servijerien zoken a rene war ar bobl. Met ne'm eus ket graet evel-se, en abeg da zoujañs Doue.
ha roet em eus va urzhioù da'm breudeur Hanani ha da Hanania, mestr ar c’hreñvlec’h e Jeruzalem. Eñ a oa un den leal, a zouje Doue muioc'h eget kalz a re all.
Neuze ar re a zouj an AOTROU o deus komzet en eil ouzh egile. An AOTROU en deus taolet evezh outo hag o selaouet. Skrivet ez eus bet ul levr-eñvor dirazañ, evit ar re a zouj an AOTROU hag o deus soñj eus e anv.
N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.