Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 18:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 18:4
18 Referencias Cruzadas  

Eñ a lavaras: Ne c'hellan ket distreiñ ganit na mont e-barzh da di, ne zebrin ket bara ha n'evin ket dour ganit el lec'h-se,


Mont a reas da gerc'hat, met eñ a c'halvas anezhi hag a lavaras: Mar plij, kemer ez torn un tamm bara evidon.


Ha n'eus ket bet lavaret da'm aotrou ar pezh am eus graet pa lazhe Jezabel profeded an AOTROU, kuzhet em eus kant profed an AOTROU, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o maget gant bara ha dour?


Akab a lavaras da Abdia: Kae dre ar vro etrezek an holl eienennoù hag etrezek an holl froudoù, ha marteze e kavimp geot hag e saveteimp buhez hor c'hezeg hag hor muled, ha n'hon devo ket da zistrujañ al loened.


Elizea a oa azezet en e di, hag an henaourien a oa azezet gantañ. Ar roue a gasas un den dirazañ. Met a-raok ma voe erru ar c'hannad, Elizea a lavaras d'an henaourien: Ha gwelout a rit penaos mab al lazher-se a zegas un den evit troc'hañ din va fenn? Pa zeuio ar c'hannad, lakait evezh da serriñ an nor ha d'e zerc'hel e-tal an nor. Ha ne glevit ket trouz treid e vestr a zeu war e lerc'h?


Skeiñ a ri war di Akab da aotrou, hag e veñjin war Jezabel gwad va servijerien ar brofeded, ha gwad holl servijerien an AOTROU.


Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.


Kemer ali, seven an diviz, astenn e-kreiz an deiz da skeud heñvel ouzh an noz, kuzh ar re gaset kuit, na drubard ket an dec’hidi.


Met dorn Ahikam mab Shafan a voe gant Jeremiaz, hag e harzas outo d'e lakaat etre daouarn ar bobl da vezañ lakaet d'ar marv.


Neuze ar pennoù a lavaras da Varuk: Kae hag en em guzh, te ha Jeremiaz, ha ra ne ouezo den pelec'h e viot.


Met ar winierien, o vezañ kroget er servijerien, a gannas unan, a lazhas egile hag a veinatas unan all.


Rak naon am eus bet ha roet hoc’h eus din da zebriñ; sec’hed am eus bet ha roet hoc’h eus din da evañ; diavaeziad on bet ha va degemeret hoc’h eus;


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


int ha ne oa ket ar bed dellezek anezho, o kildreiñ el lec’hioù distro ha war ar menezioù, e mougevioù ha toulloù an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos