a gasas da Dekoa hag a lakaas da zont ac'hane ur vaouez fin bras, hag e lavaras dezhi: Mar plij, en em laka e kañv, gwisk da zilhad kañv, na laka c'hwezh-vad ebet, met bez evel ur vaouez a ouelfe abaoe pell zo war unan marv.
1 Rouaned 14:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jeroboam a lavaras d'e wreg: Sav bremañ hag en em zic'hiz, ma ne vo ket gouezet ez out gwreg Jeroboam, ha kae da Silo. Eno emañ ar profed Akija, an hini en deus lavaret e vefen roue war ar bobl-mañ. |
a gasas da Dekoa hag a lakaas da zont ac'hane ur vaouez fin bras, hag e lavaras dezhi: Mar plij, en em laka e kañv, gwisk da zilhad kañv, na laka c'hwezh-vad ebet, met bez evel ur vaouez a ouelfe abaoe pell zo war unan marv.
Gwreg Jeroboam a reas evel-se, sevel a reas, mont a reas da Silo, hag ez eas da di Akija. Akija ne c'helle ket gwelout, rak e zaoulagad a oa teñvalaet gant ar gozhni.
Ar profed a yeas hag en em zalc'has war hent ar roue, hag e tic'hizas gant ur vandenn war e zaoulagad.
Roue Israel a lavaras da Jozafad: Me a dreuzwisko evit mont d'ar brezel, ha te a wisko da zilhad. Ha roue Israel a dreuzwiskas hag a yeas d'ar brezel.
Roue Israel a lavaras da Jozafad: Me a dreuzwisko evit mont d'ar brezel, ha te a wisko da zilhad. Ha roue Israel a dreuzwiskas, hag ez ejont d'ar brezel.
Hag e aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù, war ar c'hrec'hioù, ha dindan pep gwezenn c'hlas.
Holl vodadenn mibien Israel en em zastumas e Silo, hag e lakajont eno teltenn an engalv. Ar vro a oa bet mestroniet ganto.
Neuze Saül en em zic'hizas hag a wiskas dilhad all, hag ez eas, eñ ha daou zen gantañ, hag ec'h errujont da noz e ti ar vaouez-mañ. Saül a lavaras dezhi: Divin din mar plij dre ar spered, ha laka da bignat an hini a lavarin dit.