1 Rouaned 22:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
30 Roue Israel a lavaras da Jozafad: Me a dreuzwisko evit mont d'ar brezel, ha te a wisko da zilhad. Ha roue Israel a dreuzwiskas hag a yeas d'ar brezel.
a gasas da Dekoa hag a lakaas da zont ac'hane ur vaouez fin bras, hag e lavaras dezhi: Mar plij, en em laka e kañv, gwisk da zilhad kañv, na laka c'hwezh-vad ebet, met bez evel ur vaouez a ouelfe abaoe pell zo war unan marv.
Jeroboam a lavaras d'e wreg: Sav bremañ hag en em zic'hiz, ma ne vo ket gouezet ez out gwreg Jeroboam, ha kae da Silo. Eno emañ ar profed Akija, an hini en deus lavaret e vefen roue war ar bobl-mañ.
Roue Israel ha Jozafad roue Juda a oa azezet, pep hini war e dron, gwisket gant o dilhad, hag e oant azezet war al leur-gêr e-tal dor Samaria, hag an holl brofeded a oa o profediñ dirazo.
Roue Israel a lavaras da Jozafad: Me a dreuzwisko evit mont d'ar brezel, ha te a wisko da zilhad. Ha roue Israel a dreuzwiskas, hag ez ejont d'ar brezel.
Met Jozia ne fellas ket dezhañ distreiñ dioutañ, hag en em zic'hizas evit stourm outañ. Ne selaouas ket komzoù Neko, a zeue eus genoù Doue. Dont a reas evit stourm e plaenenn Megiddo.
Neuze Saül en em zic'hizas hag a wiskas dilhad all, hag ez eas, eñ ha daou zen gantañ, hag ec'h errujont da noz e ti ar vaouez-mañ. Saül a lavaras dezhi: Divin din mar plij dre ar spered, ha laka da bignat an hini a lavarin dit.