Akazia a gouezhas dre gael e gambr uhel e Samaria, hag e voe klañv. Hag e kasas kannaded en ur lavarout dezho: It da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evit gouzout hag-eñ e savin eus ar c'hleñved-se.
Neuze e teuas eus Baal-Shalisha un den a zegasas da zen Doue bara ar frouezh kentañ, ugent baraenn heiz hag ed kentañ en e sac'h. Elizea a lavaras: Ro d'an dud-se, ma tebrint.
Neuze e tistroas da gavout den Doue, gant an holl re a oa gantañ, hag en em zalc'has dirazañ hag e lavaras: Setu ec'h ouzon bremañ n'eus Doue ebet war an douar holl, nemet en Israel. Bremañ mar plij ganit, degemer un donezon a-berzh da servijer.
Roue Siria a lavaras: Kae! Kae hag e kasin ul lizher da roue Israel. Hag ez eas, en ur gemer en e zorn dek talant arc'hant, c'hwec'h mil pezh aour ha dek dilhad nevez.