Jeroboam a lavaras d'e wreg: Sav bremañ hag en em zic'hiz, ma ne vo ket gouezet ez out gwreg Jeroboam, ha kae da Silo. Eno emañ ar profed Akija, an hini en deus lavaret e vefen roue war ar bobl-mañ.
ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,
Met ar roue Sedesia a gasas d'e gerc'hat ac'hane. Ar roue a reas goulennoù outañ e kuzh en e di, hag a lavaras: Ha bez' ez eus ur gomz bennak a-berzh an AOTROU? Jeremiaz a lavaras: Ya. Rak, emezañ, e vi lakaet etre daouarn roue Babilon.