En abeg da-se, setu ez an da gas gwalleur war di Jeroboam, me a lamo kuit kement hini a zo da Jeroboam, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel, hag e skubin ti Jeroboam evel ma vez skubet al lastez, betek ma vo aet da get.
An hini eus ti Jeroboam a varvo e kêr a vo debret gant ar chas, an hini a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neñvoù, rak an AOTROU en deus komzet.
Kae ha lavar da Jeroboam: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Savet em eus ac'hanout a-douez ar bobl, da lakaet em eus da rener war va fobl Israel,
Hag e lakain da di evel ti Jeroboam mab Nebad hag evel ti Baesha mab Akija, en abeg da'z fallentez, ac'h eus va c'hounnaret drezi ha lakaet Israel da bec'hiñ.
Met Jehu ne lakaas ket evezh da gerzhout eus kreiz e galon e lezenn an AOTROU Doue Israel, ha ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.
Israel a oa en em zistaget diouzh ti David, ha lakaet en doa da roue Jeroboam mab Nebad. Jeroboam en doa pellaet Israel diouzh hent an AOTROU, hag en doa lakaet anezho d'ober ur pec'hed bras.
Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kasan ac'hanout a-ziwar an douar, mervel a ri er bloaz-mañ, rak ec'h eus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU.
Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!