Abram a dreuzas ar vro betek al lec'h anvet Sichem, betek dervenn More. Ar Gananeiz a oa neuze er vro.
1 Rouaned 12:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Roboam a yeas da Sichem, rak holl Israel a oa deuet da Sichem evit e lakaat da roue. |
Abram a dreuzas ar vro betek al lec'h anvet Sichem, betek dervenn More. Ar Gananeiz a oa neuze er vro.
Ha Salomon a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Roboam e vab a renas en e lec'h.
Jeroboam a savas Sichem war venez Efraim, hag e chomas enni; goude ez eas ac'hane hag e savas Penuel.
Roboam a erruas e Jeruzalem, hag e tastumas ti Juda ha Benjamin, kant pevar-ugent mil den a vrezel dibabet, evit stourm a-enep Israel, hag evit degas ar rouantelezh en-dro dindan Roboam.
Met roet ec'h eus d'ar re a zouj ac'hanout ur banniel evit tec'hout eus ar gwareg. Ehan
e teuas tud eus Sichem, eus Silo hag eus Samaria, pevar-ugent den, touzet o barv ha roget o dilhad, o vezañ graet flañchoù dezho o-unan, gant profoù hag ezañs en o daouarn, evit o degas da di an AOTROU.
Dezouget e voent da Sichem ha lakaet er bez en doa Abraham prenet gant arc’hant digant mibien Hemor eus Sichem.
Santelaat a rejont eta Kedesh e Galilea, e menez Neftali, Sichem e menez Efraim, ha Kirjad-Arba, a zo Hebron, e menez Juda.
Jozue a zastumas holl veuriadoù Israel e Sichem hag a c'halvas henaourien Israel, e bennoù, e varnerien, e ofiserien; hag ar re-mañ en em zalc'has dirak Doue.
Eskern Jozef, degaset gant mibien Israel eus an Ejipt, a voe beziet e Sichem, en ul logell douar en doa prenet Jakob digant mibien Hemor tad Sichem, ha mibien Jozef o doe anezhi en o hêrezh.
Abimelek mab Jerubbaal a yeas da Sichem da gavout breudeur e vamm, hag e komzas outo hag ouzh holl diegezh tad e vamm o lavarout:
Holl bennoù Sichem en em zastumas, gant holl di Milho, hag e teujont da ober Abimilek roue, e-kichen an dervenn a oa e Sichem.