Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 11:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 Ha Salomon a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Roboam e vab a renas en e lec'h.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 11:43
24 Referencias Cruzadas  

Hag e c'hoarvezo, pa vo gourvezet gant e dadoù ar roue va aotrou, e vimp gwallgaset, me ha va mab Salomon, evel tud kablus.


Ha Roboam a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez. Hag Abijam e vab a renas en e lec'h.


Hag Asa a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David e dad. Ha Jozafad e vab a renas en e lec'h.


Hag Abijam a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David. Hag Asa e vab a renas en e lec'h.


Ha Baesha a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e Tirza. Hag Ela e vab a renas en e lec'h.


Ha David a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David.


Hag Akab a c'hourvezas gant e dadoù. Hag Akazia e vab a renas en e lec'h.


Akaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Hag Ezekiaz e vab a renas en e lec'h.


Ezekiaz a c'hourvezas gant e dadoù. Ha Manase e vab a renas en e lec'h.


Ha Manase a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e liorzh e di, e liorzh Uzza. Hag Amon e vab a renas en e lec'h.


Sebeliet e voe en e vez e liorzh Uzza. Ha Jozia e vab a renas en e lec'h.


Mab Salomon a voe: Roboam, en doe ur mab: Abija, en doe ur mab: Asa, en doe ur mab: Jozafad,


Ha tud a netra, tud fall, a zo en em unanet gantañ, hag int o deus en em nerzhekaet a-enep Roboam mab Salomon. Roboam a oa yaouank ha tener, ha ne c'hellas ket derc'hel dirazo.


Daou vloaz ha tregont e oa a pa zeuas da roue, hag e renas eizh vloaz e Jeruzalem. Mont a reas kuit hep ma voe keuz dezhañ, hag e voe sebeliet e kêr David, met nann e bezioù ar rouaned.


Ozia a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e park bezioù ar rouaned, rak lavaret e veze: Lovr eo. Ha Jotam e vab a renas en e lec'h.


Akaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr, e Jeruzalem, met ne voe ket sebeliet e bezioù rouaned Israel. Hag Ezekiaz e vab a renas en e lec'h.


Salomon a renas daou-ugent vloaz e Jeruzalem war holl Israel.


Ha Salomon a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Roboam e vab a renas en e lec'h.


Ha piv a oar hag-eñ e vo fur pe diskiant? Koulskoude e vo mestr war va holl labour ez on en em roet dezhañ, ha war ar pezh am eus graet gant furnez dindan an heol. Kement-se ivez a zo avel.


Sebeliet e vo e bez un azen, stlejet ha taolet e vo er-maez eus dorojoù Jeruzalem.


Salmon, eus Rahab, a voe tad da Voaz. Boaz, eus Rud, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.


Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoù. Ar bobl-mañ a savo hag en em roio d'ar gasterezh gant doueoù estren ar vro e-lec'h ma'z eont e-barzh, hag e tilezint ac'hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos