gant ma viri an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv ha ma ri diouto, evit karout an AOTROU da Zoue ha kerzhout atav en e hentoù, e lakai c'hoazh teir c'hêr war an teir-se,
Hag en tu all d'ar Jordan, dreist Jeriko war-zu ar sav-heol, e lakajont Bezer er gouelec'h, er blaenenn, eus meuriad Ruben, Ramod e Galaad, eus meuriad Gad, ha Golan e Basan, eus meuriad Manase.
diwar veuriad Neftali, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Kedesh e Galilea gant he douaroù, Hammod-Dor gant he douaroù, Kartan gant he douaroù, teir c'hêr.
Jozue a zastumas holl veuriadoù Israel e Sichem hag a c'halvas henaourien Israel, e bennoù, e varnerien, e ofiserien; hag ar re-mañ en em zalc'has dirak Doue.