Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 20:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Hag en tu all d'ar Jordan, dreist Jeriko war-zu ar sav-heol, e lakajont Bezer er gouelec'h, er blaenenn, eus meuriad Ruben, Ramod e Galaad, eus meuriad Gad, ha Golan e Basan, eus meuriad Manase.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 20:8
12 Referencias Cruzadas  

Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.


Mont a reas gant Joram mab Akab d'ober brezel a-enep Hazael roue Siria e Ramod-Galaad. Ar Siriz a c'hloazas Joram.


hag en tu all d'ar Jordan, a-dal da Jeriko, etrezek sav-heol ar Jordan, eus meuriad Ruben, Bezer er gouelec'h gant he fabourzioù, Jahza gant he fabourzioù,


eus meuriad Gad, Ramod e Galaad gant he fabourzioù, Mahanaim gant he fabourzioù,


holl gêrioù ar blaenenn, holl C'halaad, holl Vasan betek Salka hag Edrei, kêrioù rouantelezh Og e Basan.


da c'houzout: Bezer er gouelec'h, er blaenenn, evit ar Rubeniz, Ramod e Galaad evit ar C'hadiz, Golan e Basan evit ar Vanasiz.


Santelaat a rejont eta Kedesh e Galilea, e menez Neftali, Sichem e menez Efraim, ha Kirjad-Arba, a zo Hebron, e menez Juda.


Ar re-se a voe ar c'hêrioù dilennet evit holl vibien Israel hag evit an diavaeziad a zo o chom en o zouez, evit ma tec'ho enno an hini en devo lazhet unan bennak diratozh, hag evit na varvo ket dre zorn ar veñjer-gwad, betek ma'z aio dirak ar vodadenn.


Mibien Gershon eus tiegezh al Levited o doe diwar hanter-veuriad Manase ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Golan e Basan gant he douaroù, Beeshtera gant he douaroù, div gêr;


diwar veuriad Ruben, Bezer gant he douaroù, Jahza gant he douaroù,


diwar veuriad Gad, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Ramod e Galaad gant he douaroù, Mahanaim gant he douaroù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos