Setu perak, betek hiziv, mibien Israel ne zebront ket nervenn ar vorzhed, an hini a zo war bleg ar vorzhed, dre ma voe skoet pleg morzhed Jakob e nervenn ar vorzhed.
hag e prenas menez Samaria digant Shemer evit daou dalant arc'hant. Sevel a reas war ar menez-se, hag ec'h anvas ar gêr en doa savet Samaria, diwar anv Shemer, aotrou ar menez.
e teuas tud eus Sichem, eus Silo hag eus Samaria, pevar-ugent den, touzet o barv ha roget o dilhad, o vezañ graet flañchoù dezho o-unan, gant profoù hag ezañs en o daouarn, evit o degas da di an AOTROU.