Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 12:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Jeroboam a lavaras en e galon: Ar rouantelezh a c'hellfe bremañ distreiñ da di David.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 12:26
17 Referencias Cruzadas  

Mar sentez ouzhin e kement a c'hourc'hemennin dit, ma kerzhez em hentoù, ma rez kement a zo reizh dirak va daoulagad, en ur virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus graet David va servijer, me a vo ganit, hag e savin dit un ti padus evel ma em eus savet unan da Zavid, hag e roin dit Israel.


Jeroboam a savas Sichem war venez Efraim, hag e chomas enni; goude ez eas ac'hane hag e savas Penuel.


Mar pign ar bobl-mañ evit ober aberzhoù da di an AOTROU e Jeruzalem, kalon ar bobl-mañ a droio etrezek o aotrou Roboam roue Juda, hag e lazhint ac'hanon, hag e tistroint da gavout Roboam roue Juda.


Baesha roue Israel a bignas a-enep Juda, hag e savas Rama, evit herzel ouzh an dud da zont pe da vont etrezek Asa roue Juda.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas war-lerc'h pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, ha ne zistroas ket diwarno.


Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.


D'ar mestr-kaner; salm David. An diskiant en deus lavaret en e galon: N'eus Doue ebet! Breinet int, traoù euzhus o deus graet, n'eus den a rafe ar mad.


Bez' ez eus un hent a seblant eeun d'an den, met a-benn ar fin ez eo hent ar marv.


Kêrbenn Efraim eo Samaria, penn Samaria eo mab Remalia. Ha ma ne gredit ket, ne badot ket.


Ar farizian en doa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ ur profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.


Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c’hounezit netra, setu, an dud o deus aet war e lerc’h.


David a lavaras en e galon: Lazhet e vin un deiz bennak dre zorn Saül. N'eus netra gwelloc'h evidon eget mont da vro ar Filistined, evit ma tremeno Saül hep klask ac'hanon e douaroù Israel, hag evel-se e tec'hin eus e zorn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos