Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 24:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Eskern Jozef, degaset gant mibien Israel eus an Ejipt, a voe beziet e Sichem, en ul logell douar en doa prenet Jakob digant mibien Hemor tad Sichem, ha mibien Jozef o doe anezhi en o hêrezh.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 24:32
9 Referencias Cruzadas  

Prenañ a reas eno al lodenn-bark en doa savet e deltenn enni eus dorn mibien Hamor tad Sichem, evit kant pezh arc'hant.


Roet em eus dit ul lodenn muioc'h eget da'z preudeur, an hini am eus kemeret eus dorn an Amoreaned gant va c'hleze ha va gwareg.


Jozef a lavaras d'e vreudeur: Emaon o vont da vervel. Met a-dra-sur, Doue a weladenno ac'hanoc'h hag a lakaio ac'hanoc'h da bignat eus ar vro-mañ d'ar vro en deus touet reiñ da Abraham, da Izaak ha da Jakob.


Jozef a reas touiñ mibien Israel hag a lavaras dezho: A-dra-sur, Doue a weladenno ac'hanoc'h ha neuze e kasot va eskern ac'hann.


Moizez a gemeras gantañ eskern Jozef, rak Jozef en doa lakaet mibien Israel da douiñ a-dra-sur o lavarout: Doue ho kweladenno e gwirionez ha c'hwi a gaso va eskern ac'hann ganeoc'h.


Erruout a reas en ur gêr eus Samaria anvet Sikar, tost d’ar park en doa Jakob roet d’e vab Jozef.


Jakob a ziskennas en Ejipt hag a varvas eno, eñ hag hon tadoù.


Dezouget e voent da Sichem ha lakaet er bez en doa Abraham prenet gant arc’hant digant mibien Hemor eus Sichem.


Dre ar feiz Jozef o vervel a reas anv eus ermaeziadeg bugale Israel, hag a roas urzhioù diwar-benn e eskern.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos