1 Rouaned 1:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met n'en deus pedet nag ac'hanon-me da servijer, nag an aberzhour Zadok, na Benaja mab Jehojada, na Salomon da servijer. |
ar roue a lavaras da Natan ar profed: Sell, emaon o chom en un ti sedrez, hag arc'h Doue a zo dindan pallinier.
Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa e gentañ ofiserien.
Lazhet en deus ejened, leueoù lart ha deñved e-leizh, ha pedet en deus holl vibien ar roue, an aberzhour Abiatar, ha Joab penn an arme, met n'en deus ket pedet Salomon da servijer.
Kement-se, ha graet eo bet a-berzh ar roue va aotrou, hep na'z pefe roet da c'houzout da'z servijerien piv a azezo war dron ar roue va aotrou war e lerc'h?
Met an aberzhour Zadok, Benaja mab Jehojada, ar profed Natan, Shimei, Rei ha tud kalonek David, ne voent ket gant Adonija.
Ar roue a lakaas Benaja mab Jehojada e penn an arme e lec'h Joab, hag e lakaas an aberzhour Zadok e lec'h Abiatar.