Neuze e komzas Natan ouzh Bat-Sheba mamm Salomon, o lavarout: Ha ne'c'h eus ket klevet e ren Adonija mab Hagid? Hag hon aotrou, David, ne oar netra a gement-se.
Setu, ur mab a vo ganet dit, hag e vo un den a beoc'h, hag e roin dezhañ diskuizh dirak e holl enebourien tro-dro, rak e anv a vo Salomon, hag e roin ar peoc'h hag ar sioulded da Israel e vuhez-pad.
Ha n'eo ket e kement-se e pec'has Salomon roue Israel? E-touez broadoù niverus n'eus ket bet ur roue eveltañ, karet e oa gant e Zoue, ha Doue en doa e lakaet da roue war Israel holl, ha koulskoude ar gwragez estren a reas dezhañ pec'hiñ.
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
Ha diwar-benn Benjamin e lavaras: An hini a zo karet-mat gant an AOTROU, a chomo e surentez en e gichen. E c'holoio bemdez, hag en em zalc'ho etre e zivskoaz.