2 Samuel 12:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
24 David a frealzas e wreg Bat-Sheba, hag e teuas d'he c'havout, hag e kouskas ganti. Genel a reas ur mab a voe anvet Salomon. An AOTROU a garas anezhañ,
Neuze e komzas Natan ouzh Bat-Sheba mamm Salomon, o lavarout: Ha ne'c'h eus ket klevet e ren Adonija mab Hagid? Hag hon aotrou, David, ne oar netra a gement-se.
Hag ar roue David a lavaras d'an holl vodadeg: Va mab Salomon, an hini hepken dibabet gant Doue, a zo yaouank ha tener, hag al labour a zo bras, rak ar palez n'eo ket evit un den, met evit an AOTROU Doue.
Ha n'eo ket e kement-se e pec'has Salomon roue Israel? E-touez broadoù niverus n'eus ket bet ur roue eveltañ, karet e oa gant e Zoue, ha Doue en doa e lakaet da roue war Israel holl, ha koulskoude ar gwragez estren a reas dezhañ pec'hiñ.
Ha diwar-benn Benjamin e lavaras: An hini a zo karet-mat gant an AOTROU, a chomo e surentez en e gichen. E c'holoio bemdez, hag en em zalc'ho etre e zivskoaz.