1 Rouaned 1:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e c'hoarvezo, pa vo gourvezet gant e dadoù ar roue va aotrou, e vimp gwallgaset, me ha va mab Salomon, evel tud kablus. |
Pa vo peurechu da zeizioù ha ma vi kousket gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, an hini a zeuio eus da gorf, ha me a startaio e ren.
Ha te, o roue va aotrou, daoulagad holl Israel a zo warnout, evit ma tisklêri d'ar bobl piv a vo azezet war dron ar roue va aotrou war e lerc'h.
Hag e lavaras: Gouzout a rez e oa ar rouantelezh din, hag e c'hortoze holl Israel ma renfen. Met distroet eo ar rouantelezh ha degouezhet da'm breur, rak an AOTROU en deus he roet dezhañ.
Atalia mamm Akazia, o welout e oa marv he mab, a savas hag a lazhas holl lignez roueel e ti Juda.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoù. Ar bobl-mañ a savo hag en em roio d'ar gasterezh gant doueoù estren ar vro e-lec'h ma'z eont e-barzh, hag e tilezint ac'hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.
Dont a reas da di e dad da Ofra, hag e lazhas war un hevelep maen e vreudeur, mibien Jerubbaal, dek den ha tri-ugent. Ne vanas nemet Jotam mab yaouankañ Jerubbaal, rak en em guzhet e oa.