Lazhet en deus ejened, leueoù lart ha deñved e-leizh, ha pedet en deus holl vibien ar roue, an aberzhour Abiatar, ha Joab penn an arme, met n'en deus ket pedet Salomon da servijer.
Hag ar roue David a lavaras d'an holl vodadeg: Va mab Salomon, an hini hepken dibabet gant Doue, a zo yaouank ha tener, hag al labour a zo bras, rak ar palez n'eo ket evit un den, met evit an AOTROU Doue.
O hon Doue! Ha ne varni ket anezho? N'eus ket a nerzh ennomp dirak an niver bras-mañ a zeu a-enep deomp, ha n'ouzomp ket petra ober, met hon daoulagad a zo warnout.
Setu, evel ma sell daoulagad ar servijerien ouzh dorn o mestroù, ha daoulagad ar vatezh ouzh dorn he mestrez, evel-se e sell hon daoulagad war-zu an AOTROU hon Doue, betek ma en devo truez ouzhimp.
Rak setu diwar-benn ar maen am eus lakaet dirak Jozue: war ar maen-se hepken ez eus seizh lagad. Setu ez an da engravañ ar pezh a dle bezañ engravet warnañ, eme AOTROU an armeoù, hag e lamin en un devezh direizhder ar vro-mañ.