Ha gwelet ec'h eus penaos eo en em izelaet Akab dirazon? Peogwir eo en em izelaet dirazon, ne lakain ket ar gwalleur da zont en e zeizioù, met e deizioù e vab e lakain ar gwalleur da zont war e di.
1 Pêr 5:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En em izelait eta dindan dorn galloudus Doue, evit ma uhelaio ac’hanoc’h pa vo an amzer, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Plegit eta gant humilite dindan an dorn galloudus a Zoue, evit ma savo ac’hanoc’h pa vezo deuet an amzer; |
Ha gwelet ec'h eus penaos eo en em izelaet Akab dirazon? Peogwir eo en em izelaet dirazon, ne lakain ket ar gwalleur da zont en e zeizioù, met e deizioù e vab e lakain ar gwalleur da zont war e di.
Dre ma'z eo bet tener da galon, ma ec'h eus en em izelaet dirak an AOTROU pa ec'h eus klevet ar pezh am eus disklêriet a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud a vo glac'haret ha milliget, dre ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.
Evel-se, evel ma oa en em izelaet, kounnar an AOTROU a zistroas dioutañ, ha ne zistrujas ket anezhañ penn-da-benn. Bez' e oa c'hoazh traoù mat e Juda.
Koulskoude hiniennoù eus Aser, Manase ha Zabulon en em izelaas hag a zeuas da Jeruzalem.
Met Ezekiaz en em izelaas eus uhelder e galon, eñ ha tud Jeruzalem, ha kounnar an AOTROU ne zeuas ket warno e-pad buhez Ezekiaz.
Pa voe en enkrez, e c'halvas an AOTROU e Zoue, hag en em izelaas kalz dirak Doue e dadoù.
E bedenn, penaos e voe selaouet, e holl bec'hedoù hag e dorfedoù, al lec'hioù m'en deus savet uhellec'hioù, ha lakaet Asheraoù ha skeudennoù kizellet enno, a-raok en em izelaat, kement-se a zo skrivet e komzoù ar welourien.
N'en em izelaas ket dirak an AOTROU evel m'en doa en em izelaet Manase e dad, rak eñ, Amon, en em lakaas kablusoc'h-kablusañ.
Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU e Zoue, ha n'en em izelaas ket dirak ar profed Jeremiaz, a gomze a-berzh genoù an AOTROU.
Krouet ec'h eus an hanternoz hag ar c'hreisteiz. An Tabor hag an Hermon a laosk kriadennoù a levenez da'z anv.
Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac'hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.
Gouzout a ran ne lezo ket ac'hanoc'h roue an Ejipt da vont kuit, nann zoken rediet gant un dorn kreñv.
Moizez a bedas an AOTROU e Zoue hag a lavaras: Perak, AOTROU , da fulor a zeufe d'en em danañ a-enep da bobl ac'h eus lakaet da zont kuit eus bro Ejipt gant ur galloud bras ha gant un dorn nerzhus?
An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc'h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.
pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha pep krec'hienn a vo izelaet, al lec'hioù gwariet a vo eeunaet, al lec'hioù torgennek a zeuio da vezañ plaenennoù;
Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.
Lavar d'ar roue ha d'ar rouanez: En em izelait hag azezit, rak kurunenn ho kloar a zo kouezhet diwar ho pennoù.
N'int ket en em izelaet betek hiziv, n'o deus ket bet doujañs, n'o deus ket kerzhet em lezenn nag em reolennoù, am boa roet deoc'h ha d'ho tadoù.
An holl dec'hidi eus e holl armeoù a gouezho dre ar c'hleze, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù. Hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus komzet.
Ha te Belshazar e vab, ne'c'h eus ket izelaet da galon, petra bennak ma ouies an holl draoù-se.
Me ivez a enebo outo hag e kasin anezho e bro o enebourien, ha neuze o c’halonoù diamdroc’h a blego hag ec’h anzavint o direizhder.
Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.
Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.
Din-me eo ar veñjañs ha me a rento, pa vrañsello o zroad! Rak deiz o foanioù a zo tost, hag hastañ a ra an traoù a dle c'hoarvezout.
a zo en em roet e-unan evel daspren evit an holl. Setu an testeni roet en e amzer e-unan,
hag en deus diskuliet en amzer merket gantañ dre e c’her, am eus bet ar garg da brezeg hervez urzh Doue hor Salver,
Va breudeur, kemerit evit skouer a boan hag a basianted ar brofeded o deus komzet en anv an Aotrou.