Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 6:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.

Ver Capítulo Copiar




Mika 6:8
66 Referencias Cruzadas  

E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.


Enok a gerzhas gant Doue e-pad tri c'hant vloaz goude ma voe bet tad da Vetushela, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.


Koulskoude hiniennoù eus Aser, Manase ha Zabulon en em izelaas hag a zeuas da Jeruzalem.


Met Ezekiaz en em izelaas eus uhelder e galon, eñ ha tud Jeruzalem, ha kounnar an AOTROU ne zeuas ket warno e-pad buhez Ezekiaz.


E bedenn, penaos e voe selaouet, e holl bec'hedoù hag e dorfedoù, al lec'hioù m'en deus savet uhellec'hioù, ha lakaet Asheraoù ha skeudennoù kizellet enno, a-raok en em izelaat, kement-se a zo skrivet e komzoù ar welourien.


N'en em izelaas ket dirak an AOTROU evel m'en doa en em izelaet Manase e dad, rak eñ, Amon, en em lakaas kablusoc'h-kablusañ.


Dre ma'z eo bet tener da galon, ha ma ec'h eus en em izelaet dirak Doue pa ec'h eus klevet e gomzoù a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud, dre ma ec'h eus en em izelaet dirazon, ha ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.


Diskennet ec'h eus war Venez Sinai, ha komzet outo eus an neñv, ha roet dezho barnedigezhioù reizh, lezennoù gwir, reolennoù ha gourc'hemennoù mat.


Salm David. Kanañ a rin an drugarez hag ar reizhder; AOTROU, meuliñ a rin ac'hanout!


Ar sklêrijenn a sav en deñvalijenn evit an den eeun; truezus eo, trugarezus ha reizh.


Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar.


Bemdez en deus truez hag e prest, hag e lignez a zo benniget.


Met evidon, tostaat ouzh Doue eo va mad. Lakaet em eus va repu en Aotrou, an AOTROU, evit disklêriañ da holl oberennoù.


Ober ar reizhder hag ar varnedigezh a zo plijusoc'h d'an AOTROU eget an aberzhoù.


Selaouomp kentel an holl brezegenn-mañ: Douj Doue ha mir e c'hourc'hemennoù, rak setu aze holl zlead an den.


Evel-henn e komz an AOTROU: Mirit ar pezh a zo eeun ha grit ar pezh a zo reizh, rak va silvidigezh a zo prest da zont ha va reizhder da vezañ diskuliet.


Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.


Barn a rae kaoz ar paour hag an ezhommeg, hag ez ae mat an traoù gantañ. Ha n'eo ket-se va anavezout? eme an AOTROU.


evel-henn e komz an AOTROU: Grit hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, na vac'hit ket an diavaeziad nag an emzivad nag an intañvez, na vezit ket taer, na skuilhit ket ar gwad didamall el lec'h-mañ.


Evel-henn e komz an AOTROU: Ra ne fougeo ket ar fur gant e furnez, ra ne fougeo ket ar c'hreñv gant e nerzh, ra ne fougeo ket ar pinvidig gant e binvidigezh,


Mat eo gortoz didrouz silvidigezh an AOTROU.


evit ma ez po soñj ha ma vi mezhek. En abeg da'z tismegañs, ne zigori ken da c'henoù pa em bo pardonet dit kement ac'h eus graet, eme an Aotrou AOTROU.


Pa em bo lavaret d'an den fall: Mervel a ri a-dra-sur! Hag o tistreiñ diouzh e bec'hed, e ra ar pezh a zo reizh hag eeun,


Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.


An AOTROU eo Doue an armeoù. E anv eo an AOTROU.


Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, hag anaoudegezh Doue kentoc'h eget loskaberzhoù.


Me ivez a enebo outo hag e kasin anezho e bro o enebourien, ha neuze o c’halonoù diamdroc’h a blego hag ec’h anzavint o direizhder.


Met ra redo ar varnedigezh evel dour, hag ar reizhder evel ur froud diheskus.


Mouezh an AOTROU a gri da gêr, hag an hini a zo fur a zoujo da anv; selaouit ar wialenn, hag an hini en deus gourc'hemennet anezhi.


Klaskit an AOTROU, c'hwi holl tud izel ar vro, c'hwi hag a ra ar pezh a c'hourc'hemenn! Klaskit ar wirionez, klaskit an douster! Marteze e viot lakaet e surentez en deiz kounnar an AOTROU.


Evel-henn e komze AOTROU an armeoù o lavarout: Barnit gant reizhder gwirion, bezit trugarezus ha truezus pep hini e-keñver e vreur,


Eürus ar re baour e spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!


Eürus ar re drugarezus, rak trugarez a gavint!


Met un dra hepken a zo ret. Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.


Met gwalleur deoc’h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa ret ober, hep koulskoude dilezel ar re all.


Met eñ a lavaras dezhañ: O den, piv en deus va lakaet da varner pe da ober ho lodennoù?


Bezit eta trugarezus, evel ma’z eo ivez ho Tad trugarezus.


Hogen, mar gran ar pezh na fell ket din, ec’h anavezan ez eo mat al lezenn.


Met kentoc’h, o den, piv out evit tabutal gant Doue? Hag ar pod a lavaro d’an hini en deus graet anezhañ: Perak ec’h eus va graet evel-se?


Rak ha gouzout a rez, gwreg, hag e salvi da ozhac’h? Pe ha gouzout a rez, ozhac’h, hag e salvi da wreg?


Bezit mat an eil e-keñver egile, madelezhus, o pardoniñ an eil d’egile, evel m’en deus Doue pardonet deoc’h ivez e Krist.


Sentiñ a ri ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, hag e ri diouzh e c'hourc'hemennoù hag e reolennoù a gelennan dit hiziv.


Setu, lakaet em eus dirazout hiziv ar vuhez hag ar mad, ar marv hag an droug.


Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted,


Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c’haret ha roet deomp dre e c’hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat,


Ha fellout a ra dit anavezout, o den aner, ez eo marv ar feiz hep an oberoù?


Bremañ eta, doujit an AOTROU , servijit anezhañ gant eeunder ha fealded, pellait an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr hag en Ejipt, ha servijit an AOTROU .


A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,


Evidon-me, pell diouzhin a bec'hiñ a-enep an AOTROU hag a baouez da bediñ evidoc'h. Met kelenn a rin deoc'h an hent mat hag eeun.


Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU , ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoù hag en aberzhoù, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outañ a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos