Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 2:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc'h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 2:11
61 Referencias Cruzadas  

Te a savete ar bobl c'hlac'haret, met da zaoulagad a izela ar re faeüs.


gant an hini a zo glan ez out glan, met gant an hini a zo fallakr e rez dezhañ hervez e fallagriezh.


Te eo an hini a savete ar bobl c'hlac'haret, hag a izela daoulagad ar re faeüs.


Ur re o deus fiziañs en o c'hirri, reoù all en o c'hezeg, met evidomp eo en anv an AOTROU hon Doue.


Lakaet en deus ar brezelioù da baouez betek penn an douar, terriñ a ra ar gwaregoù ha bruzunañ ar goafioù, deviñ a ra ar c'hirri en tan.


Paouezit hag anavezit eo me a zo Doue, me a vo meulet e-touez ar pobloù, me a vo meulet dre an douar holl.


Sav, barner an douar, ro o gopr d'ar re lorc'hus!


Pep den lorc'hus a galon a zo un euzhusted evit an AOTROU, koulz pe ziwezhat ne chomo ket digastiz.


bez' ez eus ur rumm a dud hag a zo lorc'hus e zaoulagad ha savet e valvennoù,


Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.


En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.


Hag e lavarot en deiz-se: Meulit an AOTROU! Galvit e anv! Embannit e-touez ar pobloù e oberoù bras! Degasit da soñj e anv uhel-meurbet!


Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.


Ha koulskoude ez out diskennet e lec'h ar marv, en donderioù ar poull.


Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


AOTROU an armeoù eo an hini en deus divizet ar mennad-se, evit izelaat pep gloar lorc'hus, evit mezhekaat holl re vrasañ an douar.


En deiz-se an AOTROU a gastizo arme an nec'h, a zo en nec'h, ha rouaned an douar, a zo war an douar.


En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.


En deiz-se e vo kanet ar c'hantik-mañ e bro Juda: Ur gêr greñv hon eus, ar silvidigezh a vo lakaet enni evit moger-difenn hag evit ramparzh.


En deiz-se e vo AOTROU an armeoù ur gurunenn skedus hag un talgen a c'hloar evit an nemorant eus e bobl,


En deiz-se e klevo ar vouzared komzoù al levr, ha daoulagad an dalled a welo, rak dieubet ez int eus an amc'houloù hag eus an deñvalijenn.


Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!


Kas a raio glav war da had az po hadet ez touar, hag ar bara a roio da zouar a vo mat ha fonnus. En deiz-se e peuro da loened e pradoù bras.


Piv ac'h eus dismegañset ha goapaet? A-enep piv ec'h eus savet da vouezh, ha douget d'an nec'h da zaoulagad? A-enep Sant Israel eo.


En deiz-se e krogo seizh gwreg en ur gwaz hepken, o lavarout: Ni a zebro hor bara hag en em wiskimp eus hon dilhad, ra dougimp hepmuiken da anv, laka hon dismegañs da baouez!


Eñ eo an hini a gas ar briñsed da netra, hag a laka da vezañ evel mann barnerien an douar.


Setu perak ec'h anavezo va fobl va anv, ha setu perak ec'h anavezo en deiz-se ez eo me an hini a lavar: Setu-me amañ!


Va hêrezh, hag e vo din ul labous liesliv? Al laboused a zo en-dro dezhi. Kit, dastumit holl loened ar parkeier, degasit anezho d'he debriñ.


met an hini a fouge, ra fougeo gant kement-mañ: poellek eo, va anavezout a ra, hag e oar ez on an AOTROU, a ra trugarez, barnedigezh ha reizhder war an douar, rak en traoù-se e kavan plijadur, eme an AOTROU.


Setu perak, mab an den, e profedi hag e lavari da C'hog: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: D'an deiz-se, pa vo Israel va fobl o chom e surentez, ha ne ouezi ket?


Hag e lavaran em gwarizi, e tan va c'hounnar: Ya, en deiz-se e vo ur grenadenn vras e bro Israel.


En deiz-se e roin da C'hog ur bez en Israel, Traonienn an Dremenidi, e sav-heol d'ar mor. Eno e vo harzet hent ouzh an dremenidi, hag e vo sebeliet Gog hag e holl engroez, hag e vo galvet Traonienn Engroez Gog.


Hag e ouezo ti Israel ez on me an AOTROU o Doue, adalek an deiz-se hag en amzer da zont.


Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.


Hag en deiz-se, eme an AOTROU, e c'halvi ac'hanon: Va fried, ha ne c'halvi ken ac'hanon: Va Baal.


En deiz-se e rin evito un emglev gant loened ar parkeier, gant laboused an neñvoù, ha gant stlejviled an douar. Hag e torrin hag e lamin ar wareg, ar c'hleze, ar brezel diwar ar vro, hag e lakain anezho e surentez.


En deiz-se e respontin, eme an AOTROU, me a responto d'an neñvoù, hag int a responto d'an douar,


En deiz-se e tevero ar menezioù a win, al laezh a ruilho war ar c'hrec'hiennoù, an dour a redo en holl wazhioù Juda. Un eienenn a zeuio er-maez eus ti an AOTROU hag a zouraio traonienn Sitim.


En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,


Ha ne vo ket en deiz-se, eme an AOTROU, ma lakain da get ar re fur eus Edom, hag ar skiant eus menez Ezaü?


Dre-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ec'h ijinan a-enep ar ouenn-se ur gwalleur, na c'hellot ket tennañ kuit ho kouzoug dioutañ, ha c'hwi ne gerzhot ken uhel ho pennoù, rak an amzer-mañ a vo fall.


En deiz-se, eme an AOTROU, e tastumin ar re gamm, hag e tastumin ar re a zo bet kaset kuit, ar re am eus gwallgaset,


En deiz-se, eme an AOTROU, e lamin da gezeg eus da greiz, hag e tistrujin da girri,


En deiz-se ne vi ken mezhek en abeg d'an holl oberoù ec'h eus pec'het drezo a-enep din; rak neuze e lamin eus da greiz an holl re a zo bet laouen gant da lorc'h, ha ne gendalc'hi ken da vezañ lorc'hus war venez va santelezh.


En deiz-se e vo lavaret e Jeruzalem: Na'z pez ket aon! Sion, arabat da'z taouarn dinerzhañ.


An AOTROU o Doue o saveteo en deiz-se evel tropell e bobl, rak evel mein ur gurunenn e vint, o skediñ war e zouar.


Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.


Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.


Met an hini en em ro gloar dezhañ e-unan, ra en em roio gloar en Aotrou.


evit distrujañ an arguzennoù ha pep uhelder en em sav a-enep anaoudegezh Doue, hag evit degas pep soñj dalc’het da sentidigezh ouzh Krist,


pa zeuio en deiz-se evit resev gloar en e sent hag evit bezañ gwelet gant boem e-touez ar re holl o devo kredet, rak kredet hoc’h eus d’an testeni hon eus douget deoc’h.


En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos