Hogen, pa bersecutint ac’hanoc’h en eur gear, tec’hit da eun all; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, n’ho pezo ket echuet mond dre holl geariou Israel, na vezo deuet Mab an den.
Sant Marc 3:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus en em dennaz gant he ziskibien etrezeg ar mor, hag eur foul braz hen heulliaz euz a C’halile, hag euz ar Jude, euz a Jerusalem, euz an Idume hag euz an tu all d’ar Jourdan. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulias anezhañ eus Galilea, eus Judea, |
Hogen, pa bersecutint ac’hanoc’h en eur gear, tec’hit da eun all; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, n’ho pezo ket echuet mond dre holl geariou Israel, na vezo deuet Mab an den.
Mes Jesus, o c’houzout kement‐se, a ieaz kuit ac’hane; ha kalz a dud a ieaz var he lerc’h, hag hen ho iac’heaz holl.
Ha mareadou braz a dud a heuliaz anezhan euz a C’halile, hag euz a Zecapolis, euz a Jerusalem, euz ar Jude, hag euz an tu‐all d’ar Jourdan.
Hag e prezege en ho zinagogou, dre an holl C’halile, hag e kasse kuit an drouk‐sperejou.
Mes o veza eat er meaz, an den‐ze a gommansaz da gonta d’an hell ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement‐se da veza anavezet tro‐var‐dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e‐touez an dud; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout.
Neuze e tistrojont d’an ti; hag ar bobl en em zastumaz adare eno, en hevelep doare na hellent ket zoken dibri ho boued.
Jesus a gommansaz adare da gelen e‐tal ar mor, ha kement a dud en em zastumaz var he dro, ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz enhi,
Mes int a zalc’he muioc’h‐mui varnezhan, en eur lavaret: Lakaad a ra ar bobl d’en em zevel, en eur brezeg dre ar Jude holl, adaleg ar Galile beteg aman.
Neuze o veza diskennet ganthe, e choumaz en eur blenen gant he vanden diskibien, hag eur bobl vraz a dud euz ar Jude holl, euz a Jerusalem, hag euz ar vro arvorec a Dir hag a Sidon, pere a oa deuet evit hen klevet hag evit beza iac’heet euz ho c’hlenvejou.
Darn all a lavare: He‐man eo ar C’hrist. Mes darn all a lavare: Daoust ha deuz ar C’halile e tle dond ar C’hrist?
Respont a rejont dezhan: Hag eur Galilead oud‐te ive? Klask, ha gwel ha profet e‐bed a zo bet biskoas savet euz a C’halile.
Ha kerkent ar breudeur a reaz da Baol ha da Silas mond kuit, e‐pad an noz, evit mond da Verea, hag, o veza erruet eno, ec’h antrejont e sinagog ar Judevien.
Ha kerkent ar breudeur a gassaz kuit Paol, evit ober van da vond varzu ar mor; mes Silas ha Timoteus a choumaz c’hoas eno, en Berea.