Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 3:20 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Neuze e tistrojont d’an ti; hag ar bobl en em zastumaz adare eno, en hevelep doare na hellent ket zoken dibri ho boued.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Ar bobl en em zastumas a-nevez, en hevelep doare ma ne c’hellent ket zoken kemer o fred.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 3:20
10 Referencias Cruzadas  

Mes o veza eat er meaz, an den‐ze a gommansaz da gonta d’an hell ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement‐se da veza anavezet tro‐var‐dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e‐touez an dud; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout.


Eun neubeut deveziou goude, Jesus a zeuaz adare da Gapernaüm, ha kerkent ha ma oe klevet e oa en ti,


an hini a drahissaz anezhan.


Mes Jesus en em dennaz gant he ziskibien etrezeg ar mor, hag eur foul braz hen heulliaz euz a C’halile, hag euz ar Jude, euz a Jerusalem, euz an Idume hag euz an tu all d’ar Jourdan.


Hag hen a lavaraz d’he ziskibien derc’hel prest eur vag dezhan, abalamour d’ar bobl vraz‐ze, gant aoun na vije re‐wasket ganthe.


Hag e lavaraz dezhe: Deuit a‐gostez, en eul leac’h dezert, ha kemerit eun tam repos. Rag kement a dud a oa o tond hag o vond, ma n’ho doa ket zo‐ken amzer da zibri.


Pa oe eat en ti, goude beza kuiteet ar bobl, he ziskibien a interrojaz anezhan divarben ar barabolen‐ze.


Pa oe eat Jesus en ti, he ziskibien a c’houlennaz diganthan a‐gostez: Perag n’hon euz‐ni ket gallet kas kuit an drouk‐spered‐se?


Neuze o veza diskennet ganthe, e choumaz en eur blenen gant he vanden diskibien, hag eur bobl vraz a dud euz ar Jude holl, euz a Jerusalem, hag euz ar vro arvorec a Dir hag a Sidon, pere a oa deuet evit hen klevet hag evit beza iac’heet euz ho c’hlenvejou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos