Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 7:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

41 Darn all a lavare: He‐man eo ar C’hrist. Mes darn all a lavare: Daoust ha deuz ar C’halile e tle dond ar C’hrist?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Reoù all a lavaras: Ar C’hrist eo. Ha reoù all a lavaras: Ar C’hrist, ha dont a ra eus Galilea?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 7:41
11 Referencias Cruzadas  

Andre a gavaz da genta he vreur Simon, hag a lavaraz dezhan: Kavet hon euz ar Messi (da lavaret eo, ar C’hrist).


Nathanael a lavaraz dezhan: Daoust hag euz a Nazaret ec’h hell dond eun dra‐benag a vad? Philip a lavaraz dezhan: Deuz ha gwel.


Nathanael a respontaz dezhan: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


Ar vaouez‐se a respontaz dezhan: Gouzoud a ran e tle dond ar Messi, an hini a c’halver ar C’hrist; pa vezo deuet, e tisclerio deomp pep tra.


Deuit da velet eun den hag hen deuz lavaret d’in‐me kement tra em euz great; daoust ha na vez ket hennes ar C’hrist?


Hag e lavarent d’ar vaouez: N’e ket abalamour d’ar pez ec’h euz lavaret deomp e credomp breman; rag klevet hon euz hon‐unan, hag ec’h ouzomp ez eo he‐man en gwirionez ar C’hrist, Salver ar bed.


ha ni hon euz credet, hag hon euz anavezet ez oud ar C’hrist, Mab an Doue beo.


Mes ni a oar a be leac’h e teu he‐man; e leac’h pa zeuio ar C’hrist, ne ouezo den euz a be leac’h eo.


Koulskoude kalz a‐douez ar bobl a gredaz enhan, hag a lavare: Pa zeui ar C’hrist, daoust hag hen a rai muioc’h a viraclou eged na ra he‐man?


Respont a rejont dezhan: Hag eur Galilead oud‐te ive? Klask, ha gwel ha profet e‐bed a zo bet biskoas savet euz a C’halile.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos