Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 6:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 En amzer‐ze, Jesus a zavaz var eur menez evit pedi; hag e tremenaz an noz o pidi Doue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 En amzer-se, ez eas war ar menez da bediñ hag e tremenas an noz holl o pediñ Doue.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 6:12
23 Referencias Cruzadas  

Hogen, o velet ar bobl, Jesus a bignaz var eur menez; hag o veza azezet, he ziskibien a dostaaz outhan.


Mes te, pa bedez, antren en da gambr, hag o veza serret an nor, ped da Dad pehini a zo el leac’h secret‐se; ha da Dad pehini a vel er secret, hen rento d’id dirag an holl.


O veza savet mintin mad, pa oa c’hoas teval, hen a zortiaz hag ez eaz en eul leac’h distro, hag e pede eno.


Goude‐ze e pignaz var eur menez, hag e c’halvaz d’he gavoud ar re a felle dezhan, hag e teujont d’hen kavout.


Ha goude m’hen doe ho c’hasset kuit ez eaz var ar menez da bedi.


Mes hen en em denne ebarz an dezert, hag e pede.


Hag e oent leun a fulor, hag e komzent etrezhe da c’houzout petra a heljent ober da Jesus.


Neuze o veza diskennet ganthe, e choumaz en eur blenen gant he vanden diskibien, hag eur bobl vraz a dud euz ar Jude holl, euz a Jerusalem, hag euz ar vro arvorec a Dir hag a Sidon, pere a oa deuet evit hen klevet hag evit beza iac’heet euz ho c’hlenvejou.


C’hoarvezoud a reaz, pa oa o pedi a‐gostez, ha ma oa an diskibien ganthan, ma c’houlennaz diganthe: Piou a lavar an dud ez oun‐me?


Var‐dro eiz devez goude ar c’homzou‐ze, Jesus a gemeraz ganthan Per, Ian ha Jakes, hag e pignaz var eur menez evit pedi.


Hag e‐pad ma oa o pedi, he vizach a chenchaz, hag he zillad a zeuaz da veza gwenn ha lugernus evel eul luc’heden.


Ha Jesus a bignaz var ar menez, hag ec’h azezaz eno gant he ziskibien.


Kendalc’hit da bedi, ha bezit aketus d’hen ober gant actionou a c’hras;


Hennes eo an hini pehini, e‐pad an deiziou euz he vuez er c’hig, o veza offret gant scrij ha gant daelou, pedennou ha supplicationou d’an hini a helle hen sauvetaad euz ar maro, hag o veza bet delivret abalamour m’hen doa doujans evithan,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos