Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 6:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Hag e oent leun a fulor, hag e komzent etrezhe da c’houzout petra a heljent ober da Jesus.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Int a voe leuniet a fulor hag en em guzuilhjont war ar pezh a c’helljent ober da Jezuz.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 6:11
16 Referencias Cruzadas  

O veza klevet kement‐man, e rezonent hag e lavarent enhe ho‐unan: Abalamour n’hon euz ket kemeret a vara eo e komz evel‐se.


Pa ho doe prinsed ar veleien hag ar Farizianed klevet ar parabolennou‐man, ec’h anavezjont e komze divar ho fen;


Hag ar re a oa er sinagog, o klevet kement‐se, a oe holl leun a goler.


Hag o veza sellet ouz ar re holl a oa en dro dezhan, e lavaraz d’an den‐ze: Astenn da zorn. Ober a reaz kement‐se, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile.


En amzer‐ze, Jesus a zavaz var eur menez evit pedi; hag e tremenaz an noz o pidi Doue.


Neuze prinsed ar veleien hag ar Farizianed a assamblaz ar Sanhedrin, hag a lavaraz: Petra a raimp‐ni? rag an den‐ze a ra kalz a viraclou?


Goude an traou‐ze, Jesus a valee dre ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien hen lakaad d’ar maro.


Hag o punissa anezhe alies en holl sinagogou, e ren dezhe blasphemi; hag o veza kounnaret holl en ho enep, e persecuten anezhe beteg er c’heariou estranjour.


Neuze, goude beza gourc’hemenet dezhe mond er meaz euz al Lez‐varn, e cuzuljont etrezhe, en eur lavaret:


Mes Per ha Ian a res‐pontaz dezhe: Barnit hoc’h unan mar d’eo just dirag Doue, senti ouzoc’h kentoc’h eged ouz Doue?


O klevet kement‐se, e skrignent ho dent, hag en em guzulent evit ho lakaad d’ar maro.


O klevet ar c’homzou‐ze, e oent transportet gant an arach en ho c’halon, hag e skrignent ho dent ouz Stefan.


Mes n’ez aint ket pelloc’h; rag ho follentez a vezo anavezet gant an holl, evel ma oe ive hini an daouze.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos