Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 6:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Ha pa oe deuet an deiz, e c’halvaz he ziskibien, hag e choazaz daouzec anezhe, pere ive a hanvaz ebestel;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Pa voe deuet ar beure, e c’halvas e ziskibien hag e tibabas daouzek anezho a c’halvas ivez ebestel:

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 6:13
20 Referencias Cruzadas  

Hogen, setu aman hanoiou an daouzec abostol: Ar c’henta, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur; Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur;


Ha Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos c’houi, pere hoc’h euz va heuliet, en eil c’hanedigez, pa azezo Mab an den var dron he c’hloar, e veot ive azezet var daouzec tron, o varna an daouzec tribu a Israel.


Hag o velet an holl bobl‐ze, hen doe truez outhe, abalamour ma oant skuiz ha dianket, evel denved hep pastor.


Hag an ebestel a zeuaz assambles etrezeg Jesus, hag a gontaz dezhan pep tra, kement ho doa great, ha kement ho doa kelennet.


Neuze e c’halvaz an Daouzec, hag e commansaz ho c’has daou‐ha‐daou, hag e roaz dezhe galloud var ar sperejou impur;


Rag‐se ive ar furnez a Zoue hen deuz lavaret: Kas a rin dezhe profeted ha kannaded; lakaad a raint lod anezhe d’ar maro ha persecuti a raint lod all:


evit ma hellot debri hag eva ouz va zaol em rouantelez, ha beza azezet var droniou, o varna an daouzec tribu a Israel.


Simon, pehini a hanvaz Per, hag Andre he vreur, Jakes ha Ian, Philip ha Bartelemi,


An diskibien a lavare eta etrezhe an eil d’egile: Daoust hag unan‐benag hen defe digasset dezhan boued da zebri?


Ha pa oent en em gavet, e pignjont er gambr huella e pe leac’h e choume Per, Jakes, Ian, Andre, Philip, Thomas, Bartheleme, Maze, Jakes, mab Alphe, Simon Zelotes, ha Jud, breur Jakes.


o veza savet var fondamant an ebestel hag ar brofeted, euz a behini Jesus‐Christ he‐unan eo ar meancorn,


Hen ive eo hen deuz lakeat lod da ebestel, ha lod da brofeted, ha lod da avielerien, ha lod da bastored ha da zoctored;


Dre‐ze, breudeur santel, pere hoc’h euz perz er vocation celestiel, considerit mad an abostol hag ar belegbraz euz ar feiz a anzavomp,


evit ma ho pezo sonj euz ar c’homzou a zo bet lavaret diaraog gant ar brofeted santel, hag euz hor gourc’hemenni, ebestel an Aotrou hag ar Zalver.


Hogen, eur sin braz a oe gwelet en env, eur vreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha var he fen eur gurunen a zaouzec stereden.


O env, en em laouenna abalamour dezhi, ha c’houi ive, ebestel ha profeted santel; rag Doue hen deuz accomplisset varnezhi he varnedigezou abalamour deoc’h.


Moger ar gear he doa daouzec fondation, var bere hanoiou daouzec abostol an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios