Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 1:45 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

45 Mes o veza eat er meaz, an den‐ze a gommansaz da gonta d’an hell ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement‐se da veza anavezet tro‐var‐dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e‐touez an dud; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

45 Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud a gement-se, en hevelep doare ma ne c’helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl. Met en em zalc’he er-maez e lec’hioù a-du, hag a bep tu e teued d’e gavout.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 1:45
12 Referencias Cruzadas  

Ar zoudarded, o veza kemeret an arc’hant, a reaz evel ma oant bet kelennet; hag ar vrud‐se hen deuz redet e‐touez ar Judevien beteg hirio.


Hag ar vrud euz a gement‐se a ieaz dre an holl vro‐ze.


Mes, o veza eat er meaz, ar re‐man a skuliaz ar vrud anezhan dre an holl vro‐ze.


Neuze Jesus a ieaz adare da gostez ar mor; hag an holl bobl a zeue d’he gavout, hag e kelenne anezhe.


Neuze e tistrojont d’an ti; hag ar bobl en em zastumaz adare eno, en hevelep doare na hellent ket zoken dibri ho boued.


Mes Jesus en em dennaz gant he ziskibien etrezeg ar mor, hag eur foul braz hen heulliaz euz a C’halile, hag euz ar Jude, euz a Jerusalem, euz an Idume hag euz an tu all d’ar Jourdan.


Ha Jesus a zifennaz outhe n’hel lavarjent da zen e‐bed; mes seul‐vui ma tifenne outhe, seul‐vui e vrudent anezhan.


Hag eur foul braz a dud a heullie anezhan, rag gwelet a rent ar miraclou a rea var ar re glanv.


Rag beza ez euz kalz, dreistholl e‐touez ar re circonciset, hag a zo dizent, leun a gomzou goullo hag a c’hevier, da bere ez eo red serri ho genou;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos