Hag o veza kuiteet Nazaret, e teuaz da choum e Cafernaüm, kear arvorec, var harzou Zabulon ha Neftali;
Sant Marc 2:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eun neubeut deveziou goude, Jesus a zeuaz adare da Gapernaüm, ha kerkent ha ma oe klevet e oa en ti, Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Un nebeud devezhioù goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum hag e voe klevet e oa en ti. |
Hag o veza kuiteet Nazaret, e teuaz da choum e Cafernaüm, kear arvorec, var harzou Zabulon ha Neftali;
Mes o veza eat er meaz, an den‐ze a gommansaz da gonta d’an hell ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement‐se da veza anavezet tro‐var‐dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e‐touez an dud; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout.
e teuaz kement a dud, ken ne oa ket a blas evithe memeus en‐dro d’an nor; hag hen a brezege dezhe ger Doue.
Neuze e tistrojont d’an ti; hag ar bobl en em zastumaz adare eno, en hevelep doare na hellent ket zoken dibri ho boued.
Pa oe eat en ti, goude beza kuiteet ar bobl, he ziskibien a interrojaz anezhan divarben ar barabolen‐ze.
Ha goude, o veza eat kuit ac’hane, ez eaz var bord douar Tir ha Sidon; hag o veza eat en eun ti, e felle dezhan na vije kement‐se gouezet gant den e‐bed; mes ne hellaz ket beza kuzet.
Pa oe eat Jesus en ti, he ziskibien a c’houlennaz diganthan a‐gostez: Perag n’hon euz‐ni ket gallet kas kuit an drouk‐spered‐se?
Hag hen a lavaraz dezhe: Hep mar c’houi a lavaro d’in ar proverb‐man: Medeusin, en em iac’ha da‐unan; gra ive aman en da vro, kement ha m’hon euz klevet ec’h euz great en Capernaüm.
Neuze e teuaz tud pere a zouge var eur gwele eun den hag a oa paralitic, hag e klaskent mond ganthan ebarz an ti, hag hen lakaad dirazhan.
An den‐ze, o veza klevet e oa deuet Jesus euz ar Jude er Galile, a ieaz d’hen kavout, hag a bedaz anezhan da zisken evit iac’haad he vab, rag prest e oa da vervel.
Pa oe klevet eta an drouz‐ze, eur foul vraz en em zastumaz eno, hag a oe souezet braz o veza ma kleve pep hini anezhe o komz he langach he‐unan.