Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 2:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 e teuaz kement a dud, ken ne oa ket a blas evithe memeus en‐dro d’an nor; hag hen a brezege dezhe ger Doue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Kerkent en em zastumas kement a dud eno, en doare na oa ket a lec’h a-walc’h dirak an nor evit o derc’hel. Eñ a brezege dezho ar ger.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 2:2
20 Referencias Cruzadas  

Hag o tigeri he c’henou, e kelenne anezhe, en eur lavaret:


Hogen, pa oe bet lakeat Ian er prizon, Jesus a ieaz en Galile, en eur brezeg aviel rouantelez Doue, hag en eur lavaret:


Hag ar bobl holl euz a gear a oa dastumet dirag an nor.


Ha p’ho doe kavet anezhan, e leverjont dezhan: An holl a zo o klask ac’hanoud.


Mes o veza eat er meaz, an den‐ze a gommansaz da gonta d’an hell ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement‐se da veza anavezet tro‐var‐dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e‐touez an dud; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout.


Eun neubeut deveziou goude, Jesus a zeuaz adare da Gapernaüm, ha kerkent ha ma oe klevet e oa en ti,


Neuze Jesus a ieaz adare da gostez ar mor; hag an holl bobl a zeue d’he gavout, hag e kelenne anezhe.


Neuze Jesus, o veza deuet er meaz, a velaz kalz a bobl; hag hen doe truez outhe, dre ma oant evel denved ha n’ho deuz pastor e‐bed; hag en em lekeaz da ziski kalz a draou dezhe.


En amzer‐ze, ar bobl o veza en em zastumet a villierou, ken a valeent an eil var egile, Jesus a gommansaz da lavaret d’he ziskibien: Diwallit dreist‐holl ouz goell ar Farizianed, pehini eo an hipocrizi.


Hogen, eun devez ma oa o kelen, e c’hoarvezaz ma oa azezet eno Farizianed ha doctored euz al lezen, pere a oa deuet euz a holl vourkou Galile, euz ar Jude, hag euz a Jerusalem, ha galloud an Aotrou a oa eno evit iac’haad ar re glanv.


Goude‐ze, Jesus a iea euz an eil kear hag euz an eil bourgaden d’eben, en eur brezeg hag en eur annons ar c’helou mad euz a rouantelez Doue; hag an daouzec a oa ganthan,


Setu aman eta ar pez a zinifi ar barabolen‐ze.


Ar re a oa bet disperset gant ar bersecution a oa savet divarben Stefan, a ieaz beteg Phenicia, Cyprus hag Antiokia, en eur brezeg ar ger d’ar Judevien, ha da zen all e‐bed.


Ha goude beza prezeget er gear a Perj, e tiskenjont da Attalia.


Goude m’ho doe treuzet ar Phrijia ha bro ar Galatia, e oe difennet outhe gant ar Spered‐Santel prezeg ar Ger en Azi.


Goude beza eta roet testeni hag annonset ger an Aotrou, e tistrojont da Jerusalem, hag e prezegjont an Aviel en kalz euz a vourkou ar Samaritaned.


Petra eta a lavar‐hi? Ar ger a zo tost d’id, en da c’henou hag en da galon. Setu eno ger ar feiz a brezegomp.


prezeg ar ger ha prezeg c’hoas, an amzer deread hag en amzer all, bez aketus da repren, da c’hourdrouz, da exhorti gant peb patianted, hag en eur gelen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos