Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 4:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Hag hen a lavaraz dezhe: Hep mar c’houi a lavaro d’in ar proverb‐man: Medeusin, en em iac’ha da‐unan; gra ive aman en da vro, kement ha m’hon euz klevet ec’h euz great en Capernaüm.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c’hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac’ha da-unan. Gra ivez amañ, en da vro, kement hon eus klevet ac’h eus graet e Kafarnaoum.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 4:23
20 Referencias Cruzadas  

Hag o veza deuet en he vro he‐unan, e kelenne anezhe en ho zinagogou, en hevelep doare ma oant mantret, ha ma lavarent: A be leac’h e teu da he‐man ar furnez hag ar burzudou‐ze?


Hag o veza kuiteet Nazaret, e teuaz da choum e Cafernaüm, kear arvorec, var harzou Zabulon ha Neftali;


Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.


Jesus o veza eat achane, a zeuaz d’he vro he‐unan, hag he ziskibien a heulliaz anezhan.


Ha goude m’ho doe great pep tra hervez lezen an Aotrou, e tistrojont en Galile, d’ho c’hear Nazaret.


Goude‐ze e tiskennaz ganthe, hag e teuaz da Nazaret, hag e oa sentus outhe. Hag he vam a vire an holl draou‐ze en he c’halon.


Ha Jesus a zeuaz da Nazaret, en pe leac’h e oa bet savet, hag evel ma oa he gustum, ec’h antreaz da zeiz ar sabbat er sinagog, hag e savaz evit lenn.


Hag e tiskennaz da Capernaüm, kear euz a C’halile, hag e kelenne anezhe deiziou ar sabbat.


Ha Jesus a c’hourdrouzaz anezhan, en eur lavaret: Tav, ha kea er meaz euz an den‐ze. Hag an drouk‐spered, o veza hen taolet e‐kreiz an assamble, a ieaz er meaz euz anezhan, heb ober droug e‐bed dezhan.


Pe c’hoas, penaos ec’h hellez‐te lavaret d’az preur: Va breur, lez ac’hanoun da denna ar blouzen a zo en da lagad, ha te ne velez ket an treust a zo en da lagad da‐unan? Hipocrit ma’z oud, tenn da genta an treust euz da lagad da‐unan, ha neuze e veli penaos tenna ar blouzen euz lagad da vreur.


Neuze ar vaouez a lezaz he fod‐dour, hag a ieaz en kear, hag a lavaraz d’an dud:


Evel‐se, a‐vreman, na anavezomp den hervez ar c’hig; ha memeus mar hon euz anavezet ar C’hrist hervez ar c’hig, breman n’hen anavezomp mui evel‐se.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos