La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 10:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Neuze ar Farizianed a dostaaz outhan hag a c’houlennaz diganthan, evit hen amprouv: Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg?

Ver Capítulo

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Ar farizianed a zeuas hag a c’houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c’hell un den kas e wreg kuit?

Ver Capítulo



Sant Marc 10:2
25 Referencias Cruzadas  

Neuze he ziskibien a dostaaz hag a lavaraz dezhan: Ha n’ec’h euz‐te ket anavezet eo bet scandalizet ar Farizianed pa ho deuz klevet ar pez ec’h euz lavaret?


Neuze e teuaz Farizianed ha Saduseed d’he gavout, hag evit he denti e c’houlenjont diganthan diskouez dezhe eur miracl‐benag euz an env.


Dond a reaz ive Farizianed d’he gavout evit hen tenti, hag e leverjont dezhan: Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg n’euz fors evit pe seurt digarez?


Hag unan anezhe, eun doctor euz al lezen, a c’houlennaz diganthan evit hen amprouv:


Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma serrit rouantelez an envou ouz an dud; na antreit ket ebarz hoc’h‐unan, ha na lezit ket da antren ar re a fell dezhe mond ebarz.


Mes ar Farizianed a lavare: Dre brins an drouk‐sperejou eo e kas kuit an drouk‐sperejou.


Jesus, o veza eat kuit ac’hane, a zeuaz var bord ar Jude, a‐hed ar Jourdan; hag ar bobl en em zastumaz c’hoas var he dro, hag hervez he gustum, e kelennaz anezhe adare.


Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe: Petra a zo bet gourc’hemenet deoc’h gant Moises?


Hag e teuaz eno Farizianed, pere a gommansaz disput ganthan, en eur c’houlen diganthan, evit he denti, eur miracl‐benag euz an env.


Hag e reaz outhe an difen‐man: Diwallit‐mad ouz goell ar Farizianed, hag ouz goell Herodes.


Hag an Aotrou a lavaraz dezhan: C’houi etrezoc’h Farizianed, a neta an diaveaz euz an tass hag euz ar plad; mes en diabarz ac’hanoc’h ez oc’h leun a laeronsiou hag a fallagriez.


Ar Farizianed, pere a oa tud avarisius, a zelaoue kement‐se holl, hag a rea goab anezhan.


Hag ar re anezhe a oa Scribed ha Farizianed a vurmure hag a lavare d’he ziskibien: Perag e tebrit‐hu hag ec’h evit‐hu gant publicaned ha tud a vuez fall?


Hogen, ar Scribed hag ar Farizianed a zelle piz outhan, evit gwelet hag hen a iac’haje da zeiz ar sabbat, evit kaout leac’h d’hen tamal;


Mes ar Farizianed ha doctored al lezen, o veza n’int ket bet badezet gant Ian, ho deuz taolet diouthe, evit ho brassa koll, ar volontez‐vad a Zoue en ho c’henver.


Neuze prinsed ar veleien hag ar Farizianed a assamblaz ar Sanhedrin, hag a lavaraz: Petra a raimp‐ni? rag an den‐ze a ra kalz a viraclou?


Mes prinsed ar veleien hag ar Farizianed ho doa roet urz, mar gouie unan‐benag pe leac’h e oa, hen roje da c’houzoud dezhe, evit ma heljent cregi enhan.


Ar Farizianed, o veza klevet ar pez a lavare ar bobl e‐kuz divar he ben, en em glevaz gant prinsed ar veleien, evit kas serjanted da gregi enhan.


Ha bez’ a zo unan‐benag euz ar chefou pe euz ar Farizianed hag hen defe credet enhan?


Kement‐se a lavarent evit hen amprouv, evit gallout hen tamal. Mes Jesus, o veza en em bleget, a scrive gant he viz var an douar.


Ha diwallomp da denti ar C’hrist, evel ma reaz lod anezhe; hag e oent distrujet gant ar serpanted.