Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 8:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Hag e reaz outhe an difen‐man: Diwallit‐mad ouz goell ar Farizianed, hag ouz goell Herodes.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag eus goell Herodez.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 8:15
21 Referencias Cruzadas  

En amzer‐ze Herodes an Tetrark a glevaz ar pez a lavaret divarben Jesus;


Rag Herodes hen doa lakeat cregi en Ian, eren anezhan, hag he lakaad er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip he vreur;


Mes da deiz ginidigez Herodes, merc’h Herodias a zansaz dirazhe, hag e plijaz da Herodes;


Ha Jesus a lavaraz dezhe: En em virit gant evez euz goell ar Farizianed hag ar Saduseed.


Goude‐ze e kasjont dezhan darn euz ar Farizianed hag euz an Herodianed, evit tapoud anezhan en he gomzou.


Hogen, an diskibien ho doa ankounac’heet kemer bara ganthe, ha n’ho doa nemed eur bara hep‐ken ganthe er vag.


Hag int a rezone etrezhe ho‐unan, o lavaret: Abalamour n’hon euz ket a vara eo e komz evel‐se.


Neuze e lavaraz dezhe: Diwallit mad euz an avaristed; rag evit eun den da gaout kalz a vadou, n’hen deuz ket ar vuez dreizhe.


Da gonjuri a ran dirag Doue, dirag an Aotrou Jesus‐Christ, hag an elez choazet, da viret an traou‐man heb beza douget evit den, ha da ziwall ne rafez netra dre breferans.


Me a ali stard ac’hanoud dirag Doue, pehini a ro buez d’an holl draou, ha dirag Jesus‐Christ, pehini dirag Pons‐Pilat a reaz eur govezion gaer,


Digas dezhe memor euz an traouman, o testenia dezhe azevri dirag an Aotrou, e tleer diwall da zisput divarben komzou goullo, n’int mad nemed da goll ar re a zelaou anezhe.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos