Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 16:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Neuze e teuaz Farizianed ha Saduseed d’he gavout, hag evit he denti e c’houlenjont diganthan diskouez dezhe eur miracl‐benag euz an env.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c’houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

1 Ha nezé er Pharisiénèd hag er Saducénèd e dostas dehou aveid en anzéein; Ind e houlenas guet hou de ziscoein dehai un dra verhudus én Nean.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 16:1
33 Referencias Cruzadas  

Var gement‐man ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz evit gouzout penaos e rajent da goll anezhan.


Neuze Scribed ha Farizianed a zeuaz euz a Jerusalem da gavout Jesus, hag e leverjont dezhan:


Ha Jesus a lavaraz dezhe: En em virit gant evez euz goell ar Farizianed hag ar Saduseed.


Dond a reaz ive Farizianed d’he gavout evit hen tenti, hag e leverjont dezhan: Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg n’euz fors evit pe seurt digarez?


Neuze ar Farizianed, o veza eat kuit, en em guzuliaz evit klask tapoud anezhan en he gomzou.


Mes Jesus, oc’h anaoud ho fallagriez, a lavaraz: Hipocrited ma’z oc’h! perag e tentit‐hu ac’hanoun?


En deiz‐ze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag e rejont ar goulen‐man outhan:


Ar Scribed hag ar Farizianed a zo azezet var gador Moises.


An deiz varlerc’h, da lavaret eo, an deiz goude preparation ar sabbat, prinsed ar veleien hag ar Farizianed a ieaz assambles da gavout Pilat, hag e leverjont dezhan:


Rag me a lavar deoc’h: Ma n’ez a ket ho chustis dreist hini ar Scribed hag ar Farizianed, na antreot ket en rouantelez an envou.


e leverjont d’he ziskibien: Perag e tebr ho mestr gant ar bublicaned hag an dud a vuez fall?


Neuze ar Farizianed a dostaaz outhan hag a c’houlennaz diganthan, evit hen amprouv: Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg?


Mes hen, oc’h anaoud ho hipocrizi, a lavaraz dezhe: Perag e tentit‐hu ac’hanoun? Digassit d’in eun diner, evit ma her gwelin.


Neuze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag a interrojaz anezhan, o lavaret:


Neuze eun doctor euz al lezen a zavaz hag a lavaraz da Jesus, evit hen amprouv: Mestr, petra a rankan‐me da ober evit herita euz ar vuez eternel?


Mes darn all, evit hen amprouv, a c’houlenne diganthan eur miracl euz an env.


Mes Jesus, oc’h anaoud ho finessa, a lavaraz dezhe: Perag e tentit‐hu ac’hanoun?


Neuze eur re‐benag a‐douez ar Saduceed, pere a nac’h ar resurrection, a dostaaz, hag a c’houlennaz evel‐hen diganthan:


Kement‐se a lavarent evit hen amprouv, evit gallout hen tamal. Mes Jesus, o veza en em bleget, a scrive gant he viz var an douar.


Mes evel ma oa Per ha Ian o komz ouz ar bobl, ar veleien, cabiten an templ hag ar Sadduseed a zeuaz etrezeg enhe,


Neuze, ar beleg‐braz hag ar re holl a oa ganthan, da lavaret eo, sect ar Saduseed, a zavaz, leun a jalouzi.


E‐pad ma ema ar Judevien o c’houlen miraclou, ha ma ema ar Greked o klask ar furnez,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos