Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 6:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Hogen, ar Scribed hag ar Farizianed a zelle piz outhan, evit gwelet hag hen a iac’haje da zeiz ar sabbat, evit kaout leac’h d’hen tamal;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ar skribed hag ar farizianed a selle outañ evit gwelout hag eñ a yac’hafe d’an deiz sabad, evit kaout un abeg d’e damall.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 6:7
14 Referencias Cruzadas  

Mes me a lavar deoc’h: Na stourmit ket ouz an hini drouk; mes mar sko unan‐benag ac’hanoud var da jod deo, tro e‐ben ive outhan.


Hag int a zelle piz outhan da velet hag hen a iac’haje anezhan da zeiz ar sabbat, evit gallout hen tamal.


Mes chef ar sinagog, o veza droug enhan abalamour m’hen doa Jesus iac’heet eun den da zeiz ar sabbat, a zavaz he vouez hag a lavaraz d’ar bobl: Beza ez euz c’houec’h devez en pere e tleer labourat; deuit eta en deiziou‐ze evit beza iac’heet, ha na deuit ket da zeiz ar sabbat.


Rag‐se, o teurel evez mad outhan, e kasjont tud hag a rea seblant da veza tud just, evit hen surpren en he gomzou, ha gallout evel‐se hen livra d’ar barner hag hen lakaad etre daouarn ar gouarner.


Neuze darn euz ar Farizianed a lavare: An den‐ze n’eo ket a‐beurz Doue, pa’z eo gwir na vir ket ar sabbat. Darn all a lavare: Penaos ec’h helfe eun den fall ober eur seurt burzudou? Ha n’en em glevent ket etrezhe.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos