hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret; hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted: Galvet e vezo Nazaread.
Sant Marc 1:24 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ah! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret? Ha deuet oud‐de evit hon c’holl? Gouzoud a ran piou oud; ar Zant a Zoue. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue. |
hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret; hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted: Galvet e vezo Nazaread.
en em lakaad a rejont da grial, en eur lavaret: Petra a zo etre ni ha te, Jesus, Mab Doue? ha deuet oud‐de aman d’hon tourmanti araog an amzer?
Hogen, bez’ e oa en ho zinagog eun den possedet gant eur spered impur, pehini a griaz, hag a lavaraz:
Mes Jesus a c’hourdrouzaz anezhan en eur lavaret; Ro peoc’h, ha kea er meaz euz an den‐ze.
Hag, o veza klevet e oa Jesus a Nazaret an hini a oa o tremen, e commansaz da grial, ha da lavaret: Jesus, Mab David, bez truez ouzin!
hag, o velet Per o tomma, e sellaz outhan, hag e lavaraz: Te a oa ive gant Jesus a Nazaret.
Mes hen a lavaraz dezhe: Na vezit ket spountet; klask a rit Jesus a Nazaret pehini a zo bet crucifiet; resussitet eo, n’ema ket aman; setu aman al leac’h en pehini ho doa lakeat anezhan.
hag e lavaraz, en eur grial a vouez huel: Petra a zo etre te ha me, Jesus, Mab an Doue Holl‐galloudec! Da gonjuri a ran, dre an hano a Zoue, na dourmant ket ac’hanoun.
Hag an eal a respontaz dezhi: Ar Spered‐Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl‐C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud; dre‐ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue.
Hag e lavaraz dezhe: Pe seurt traou? Ar re‐man a respontaz: Ar pez a zo c’hoarvezet gant Jesus a Nazaret, pehini a oa eur profet galloudec en he oberou hag en he gomzou dirag Doue ha dirag ar bobl holl;
Ha! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret? Ha deuet oud‐de evit koll ac’hanomp? Gouzoud a ran piou oud: Ar Zant a Zoue.
Kerkent ha ma velaz Jesus, e commansaz da grial hag, oc’h en em deurel e c’harz he dreid, e lavaraz a vouez huel: Petra a zo etre me ha te, Jesus, Mab an Doue Holl‐C’halloudec? Me az ped, na dourmant ket ac’hanoun.
Neuze an holl dud euz a vro ar Gadarened hen pedaz da guitaad ho bro; rag croget e oa eur spount vraz enhe. Pignad a reaz eta var ar vag evit dond var he c’hiz.
rag na lezi ket va ene e‐touez ar re varo, ha na bermeti ket e teufe da Zant da velet ar vreinadurez.
Ni hon euz kavet an den‐man, pehini a zo eur vossen, hag a laka trouz etre ar Judevien dre ar bed holl, hag a zo ar pen euz a sect an Nazareaned,
Mes c’houi hoc’h euz nac’het ar Zant hag ar Just, hag hoc’h euz goulennet ma vije roet deoc’h eur muntrer;
Rag Herodes ha Pons‐Pilat, gant ar Jentiled hag ar bobl a Israel, a zo en em assamblet a‐enep da Vab santel Jesus, pehini ec’h euz eoliet,
Te a gred ez euz eun Doue hep‐ken, mad a rez; an drouk‐sperejou hen cred ive, hag e krenont.
Evidoc’h‐hu a‐berz an Hini santel eo hoc’h euz recevet an onction, hag ec’h anavezit pep tra.
Scriv ive d’an eal euz a Iliz philadelphia: Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri; hag a zer, ha den na hell digeri: