Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 5:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 hag e lavaraz, en eur grial a vouez huel: Petra a zo etre te ha me, Jesus, Mab an Doue Holl‐galloudec! Da gonjuri a ran, dre an hano a Zoue, na dourmant ket ac’hanoun.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac’hanon.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 5:7
29 Referencias Cruzadas  

Simon Per a respontaz hag a lavaraz: Te eo ar C’hrist, Mab an Doue beo.


Mes Jesus a davaz. Neuze ar beleg‐braz, o komz, a lavaraz dezhan: Me a gonjur ac’hanoud, dre an Doue beo, da lavaret deomp ha te eo ar C’hrist, Mab Doue?


Hag an tentatour, o veza tosteat outhan, a lavaraz: Mar d’oud Mab Doue, lavar ma teui ar vein‐ze da veza bara.


en em lakaad a rejont da grial, en eur lavaret: Petra a zo etre ni ha te, Jesus, Mab Doue? ha deuet oud‐de aman d’hon tourmanti araog an amzer?


Ah! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret? Ha deuet oud‐de evit hon c’holl? Gouzoud a ran piou oud; ar Zant a Zoue.


Mes Jesus a davaz, ha na respontaz netra. Ar beleg braz a reaz c’hoas ar goulen‐man diganthan, hag a lavaraz dezhan: Ha te eo ar C’hrist, Mab an Doue benniget?


Hag ar sperejou impur, pa her gwelent, en em brosterne dirazhan, hag a grie, o lavaret: Te eo Mab Doue!


Pa hen doe gwelet Jesus a‐ziabell, e teuaz en eur redec d’en em brosterni dirazhan,


Rag Jesus a lavare dezhan: Spered impur, kea er meaz euz an den‐ze.


Hennes a vezo braz, hag a vezo galvet Mab an Holl‐C’halloudec, hag an Aotrou Doue a roio dezhan tron David he dad.


Ha! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret? Ha deuet oud‐de evit koll ac’hanomp? Gouzoud a ran piou oud: Ar Zant a Zoue.


Mes karit hoc’h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho recompans a vezo braz, hag e veot bugale an Holl‐C’halloudec, rag hen a zo mad e‐kenver ar re ingrat hag ar re fall.


Kerkent ha ma velaz Jesus, e commansaz da grial hag, oc’h en em deurel e c’harz he dreid, e lavaraz a vouez huel: Petra a zo etre me ha te, Jesus, Mab an Doue Holl‐C’halloudec? Me az ped, na dourmant ket ac’hanoun.


Mes an traou‐man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.


Honnes, o veza heulliet Paol ha ni, en em lakaz da grial, en eur lavaret: An dud‐man a zo servicherien an Doue Holl‐C’halloudec, pere a annons deoc’h hent ar zil vidigez.


Neuze darn euz an exorcisted judeo, pere a rede ar vro, en em lekeaz, evit gwelet, da c’hervel hano an Aotrou Jesus var ar re a oa dalc’het gant drouk‐sperejou, en eur lavaret: Ni a gonjur ac’hanoc’h dre Jesus, an hini a zo prezeget gant Paol.


Hag evel ma’z eent gant ho hent, ec’h arrujont e leac’h ma oa dour; hag an eunuk a lavaraz: Setu aman dour, petra a vir na ven badezet?


Hep dale an Aotrou a beoc’h a vrevo Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jesus‐Christ ra vezo ganeoc’h! Amen.


Pa’z eo gwir eta ar vugale ho deuz lod er c’hig hag er goad, hennes ive hen deuz bet lod enhe, evit gallout, dre ar maro, distruja an hini hen devoa ar galloud euz ar maro, da lavaret eo, an diaoul;


Rag ar Melkisedec‐man, roue Salem, ha beleg an Doue Souveren, eo a ieaz da zialben Abraham, pa oa o tistrei euz ar brezel en pehini hen doa gounezet var ar rouane, hag a vennigaz anezhan;


Te a gred ez euz eun Doue hep‐ken, mad a rez; an drouk‐sperejou hen cred ive, hag e krenont.


Rag mar n’hen deuz ket espernet Doue an elez pere ho doa pec’het, mes mar hen denz ho zaolet ebarz an abim, staget gant chadennou a devalijen, o veza livret anezhe evit beza diwallet eno da c’hortoz ar varn;


An hini a ra ar pec’hed a zo euz an diaoul; rag an diaoul a bec’h adaleg ar pen‐kenta. Hogen, Mab Doue a zo deuet evit distruja oberou an diaoul.


ha penaos e talc’h ereet gant chadennou eternel e‐kreiz an devalijen, evit beza barnet en devez braz, an elez pere n’ho deuz ket miret ho stad kenta, hag ho deuz dilezet ho demeurans ho‐unan.


Ragse en em rejouissit, envou, ha c’houi pere a zo enhe o choum. Malheur deoc’h‐hu pere a choum var an douar ha var ar mor; rag an diaoul a zo diskennet etrezeg enoc’h gant eur goler vraz, o c’houzout penaos eo arru ber he amzer.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos