Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 4:34 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

34 Ha! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret? Ha deuet oud‐de evit koll ac’hanomp? Gouzoud a ran piou oud: Ar Zant a Zoue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 A! Petra a zo etre ni ha te, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 4:34
22 Referencias Cruzadas  

en em lakaad a rejont da grial, en eur lavaret: Petra a zo etre ni ha te, Jesus, Mab Doue? ha deuet oud‐de aman d’hon tourmanti araog an amzer?


Ah! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret? Ha deuet oud‐de evit hon c’holl? Gouzoud a ran piou oud; ar Zant a Zoue.


Hag e iac’heaz kalz a dud, pere a oa klanv gant peb seurt klenved, hag e kassaz kuit kalz a zrouk‐sperejou, hag e tifenne outhe lavaret ec’h anavezent anezhan.


hag e lavaraz, en eur grial a vouez huel: Petra a zo etre te ha me, Jesus, Mab an Doue Holl‐galloudec! Da gonjuri a ran, dre an hano a Zoue, na dourmant ket ac’hanoun.


Hag an eal a respontaz dezhi: Ar Spered‐Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl‐C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud; dre‐ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue.


Hogen, bez’ e oa er sinagog eun den dalc’het gant eur spered impur, pehini a griaz gant eur vouez huel:


An drouk‐sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret: Te eo ar C’hrist, Mab Doue; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar C’hrist.


Kerkent ha ma velaz Jesus, e commansaz da grial hag, oc’h en em deurel e c’harz he dreid, e lavaraz a vouez huel: Petra a zo etre me ha te, Jesus, Mab an Doue Holl‐C’halloudec? Me az ped, na dourmant ket ac’hanoun.


Neuze an holl dud euz a vro ar Gadarened hen pedaz da guitaad ho bro; rag croget e oa eur spount vraz enhe. Pignad a reaz eta var ar vag evit dond var he c’hiz.


Hag e teujont da c’houlen excus diganthe, hag o veza ho c’hasset er meaz, e pedjont anezhe da vond kuit euz ho c’hear.


rag na lezi ket va ene e‐touez ar re varo, ha na bermeti ket e teufe da Zant da velet ar vreinadurez.


Mes c’houi hoc’h euz nac’het ar Zant hag ar Just, hag hoc’h euz goulennet ma vije roet deoc’h eur muntrer;


Rag Herodes ha Pons‐Pilat, gant ar Jentiled hag ar bobl a Israel, a zo en em assamblet a‐enep da Vab santel Jesus, pehini ec’h euz eoliet,


Pa’z eo gwir eta ar vugale ho deuz lod er c’hig hag er goad, hennes ive hen deuz bet lod enhe, evit gallout, dre ar maro, distruja an hini hen devoa ar galloud euz ar maro, da lavaret eo, an diaoul;


Te a gred ez euz eun Doue hep‐ken, mad a rez; an drouk‐sperejou hen cred ive, hag e krenont.


An hini a ra ar pec’hed a zo euz an diaoul; rag an diaoul a bec’h adaleg ar pen‐kenta. Hogen, Mab Doue a zo deuet evit distruja oberou an diaoul.


hag e crogaz en aerouant, ar serpant koz, pehini eo an diaoul ha Satan, hag e chadennaz anezhan evit mil bloaz.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz philadelphia: Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri; hag a zer, ha den na hell digeri:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos