Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 3:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Scriv ive d’an eal euz a Iliz philadelphia: Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri; hag a zer, ha den na hell digeri:

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Skriv da ael Iliz Filadelfia: Setu ar pezh a lavar ar Sant, ar Gwirion, an hini en deus alc’houez David, an hini a zigor ha den ne serr, hag an hini a serr ha den ne zigor:

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 3:7
38 Referencias Cruzadas  

Ha me a roio d’id alc’houeziou rouantelez an envou; ha kement a liammi var an douar a vezo liammet en envou; ha kement a ziliammi var an douar a vezo diliammet en envou.


An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou‐me na dremenint ket.


Ah! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret? Ha deuet oud‐de evit hon c’holl? Gouzoud a ran piou oud; ar Zant a Zoue.


Hennes a vezo braz, hag a vezo galvet Mab an Holl‐C’halloudec, hag an Aotrou Doue a roio dezhan tron David he dad.


Ha! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret? Ha deuet oud‐de evit koll ac’hanomp? Gouzoud a ran piou oud: Ar Zant a Zoue.


Jesus a lavaraz dezhan: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez; den na zeu d’an Tad nemed dreizoun.


Mes c’houi hoc’h euz nac’het ar Zant hag ar Just, hag hoc’h euz goulennet ma vije roet deoc’h eur muntrer;


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.


bet oun maro, ha setu ez oun beo da virviken, Amen; ha ganen ema alc’houezou an ifern hag ar maro.


hag euz a‐berz Jesus‐Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a‐douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar.


Hag e canent cantic Moises, servicher Doue, ha cantic an Oan, en eur lavaret: Braz hag admirabl eo da oberou, O Aotrou Doue holl‐c’halloudec! Just ha gwir eo da hentchou, O Roue ar zent!


Hag e kleviz unan all e tu an aoter, hag a lavare: Ia, Aotrou Doue Holl‐c’halloudec, gwirion ha just eo da varnedigezou.


Neuze e veliz an env digor, ha setu eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein, a oa galvet an hini fidel ha gwirion, pehini a varn hag a gombat gant justis.


Rag gwirion ha just eo he varnedigezou, rag barnet hen deuz ar c’hast vraz, pehini a gorrompe an douar gant he lubricite, hag hen deuz venjet goad he zervicherien a oa bet skulliet gant he dorn.


Scriv d’an eal euz a Iliz ephesus: Setu aman ar pez a lavar an hini a zalc’h ar seiz stereden en he zorn deo, ha pehini a vale e‐kreiz ar seiz cantoleur aour:


Hag an hini a oa azezet var an tron a lavaraz: Setu, ober a ran nevez an holl draou. Neuze e lavaraz d’in: Scriv; rag ar c’homzou‐man a zo gwirion ha sur.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz laodicia: Setu aman ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, ar Pen‐kenta euz a grouidigez Doue:


Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo!


Hag e canent eur c’hantic nevez, en eur lavaret: Dign oud da gemeret al levr, ha da zigeri he ziellou; rag te a zo bet lazet, hag ec’h euz hor prenet da Zoue gant da oad, euz a bep tribu, euz a bep langach, a bep pobl, hag a bep bro,


Hag e crient a vouez huel, o lavaret: Pegeit, Aotrou Souveren, te, pehini a zo santel ha gwirion, e choumi c’hoas hep barna, hag hep venji hon goad a‐enep ar re a zo o choum var an douar?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos