Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 3:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Anaoud a ran da oberou; setu, em euz digoret eun nor dirazoud, ha den na hell he zerri; abalamour ma c’heuz neubeud a nerz, ha ma c’heuz miret va ger, ha n’ec’h euz ket nac’het va hano.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Anavezout a ran da oberoù. Setu, digoret em eus un nor dirazout ha den ne c’hell he serriñ, dre ma ec’h eus bet nebeut a nerzh, ma ec’h eus miret va ger ha ma ne’c’h eus ket nac’het va anv.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 3:8
25 Referencias Cruzadas  

Mes an hini am nac’ho dirag an dud, a vezo nac’het dirag elez Doue.


Ho pezet memor euz ar gomz‐man em euz lavaret deoc’h: Ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr. Mar ho deuz persecutet ac’hanoun‐me, e persecutint ac’hanoc’h ive; mar ho deuz miret va c’houmzou, e virint ive ho re‐c’houi.


Discleriet em euz da hano d’an dud euz ar bed ec’h euz roet d’in; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’her.


Ha pa oent erruet, ha pa ho doe assamblet an Iliz, e contjont kement hen doa Doue great dreizhe, ha penaos hen doa digoret d’ar Jentiled dor ar feiz.


rag eun nor vraz a zo digor d’in eno, gant esperans da c’hallout ober eun dra‐benag a vad; mes kalz a enebourien a zo.


Hogen, pa zeuiz da Droas, evit prezeg Aviel ar C’hrist, petra‐benag ma hen doa digoret an Aotrou eun nor d’in,


Gallout a ran pep tra dre ar C’hrist, pehini a ro nerz d’in.


pedit er memeus amzer evidomp‐ni, evit ma tigoro Doue deomp eun nor evit ar gomz, evit annons myster ar C’hrist, abalamour da behini emoun ive er chadennou;


Mar d’euz unan‐benag ha na zeu ket da bourvei d’he dud, ha dreistholl d’ar re euz he di he‐unan, hennes hen deuz nac’het ar feiz, hag a zo gwassoc’h eged eur paian.


Combattet em euz ar gombat vad, echuet em euz va redaden, miret em euz ar feiz.


Rag eat ez euz en ho touez hinienou, a bere ar gondaonation a zo scrivet abaoe pell amzer; tud impi, hag a dro gras hon Doue en diroll, hag a nac’h Doue, pehini a zo Mestr souveren, ha n’euz nemerthan, ha Jesus‐Christ hon Aotrou.


Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum.


Anaoud a ran da oberou, ha da labour, ha da batianted; ha gouzoud a ran penaos na hellez ket anduri an dud fall; hag ec’h euz amprouvet ar re a lavar ho‐unan ez int ebestel, ha n’int ket, hag ec’h euz ho c’havet gaouiad.


Setu, e teuan dizale; eürus an hini a vir komzou profesi al levr‐man!


Scriv ive d’an eal euz an Iliz a zo en sardis: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden: Anaoud a ran da oberou; ar brud ec’h euz da veza beo; mes te a zo maro.


Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar.


Anaoud a ran da oberou; gouzoud a ran n’ez oud na ien na tom‐bero. Oh! ma vijez bet pe ien pe tom‐bero!


Scriv ive d’an eal euz a Iliz philadelphia: Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri; hag a zer, ha den na hell digeri:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos