Hag o veza kuiteet Nazaret, e teuaz da choum e Cafernaüm, kear arvorec, var harzou Zabulon ha Neftali;
Sant Marc 1:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze ec’h antrejont en Capernaüm; ha Jesus, o veza eat er sinagog kerkent ha ma oa deuet deiz ar Sabbat, a gommansaz da gelen. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezañ da gentañ aet er sinagogenn d’an deiz sabad, e kelennas enni. |
Hag o veza kuiteet Nazaret, e teuaz da choum e Cafernaüm, kear arvorec, var harzou Zabulon ha Neftali;
Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.
Kerkent e c’halvaz anezhe: hag int, o lezel ho zad Zebede er vag gant an devejourien, a ieaz var he lerc’h.
Goude beza eat er meaz euz ar sinagog, e teujont kerkent gant Jakes ha Ian da di Simon hag Andre.
Hag e prezege en ho zinagogou, dre an holl C’halile, hag e kasse kuit an drouk‐sperejou.
Jesus, o veza eat kuit ac’hane, a zeuaz var bord ar Jude, a‐hed ar Jourdan; hag ar bobl en em zastumaz c’hoas var he dro, hag hervez he gustum, e kelennaz anezhe adare.
Eun neubeut deveziou goude, Jesus a zeuaz adare da Gapernaüm, ha kerkent ha ma oe klevet e oa en ti,
Jesus a antreaz eur vech all er sinagog, ha bez’ e oa eno eun den hag oa dizec’het he zorn.
Ha pa oe deuet deiz ar sabbat, e commansaz da gelen er sinagog; ha kalz, o klevet anezhan, a oe souezet meurbed, hag e lavarent: A be leac’h e teu an holl draou‐ze d’an den‐man? Petra eo ar furnez‐ze a zo bet roet dezhan, hag a be leac’h e c’hoarvez ma veler burzudou ker braz great dre he zaouarn?
Ha Jesus a zeuaz da Nazaret, en pe leac’h e oa bet savet, hag evel ma oa he gustum, ec’h antreaz da zeiz ar sabbat er sinagog, hag e savaz evit lenn.
Hag hen a lavaraz dezhe: Hep mar c’houi a lavaro d’in ar proverb‐man: Medeusin, en em iac’ha da‐unan; gra ive aman en da vro, kement ha m’hon euz klevet ec’h euz great en Capernaüm.
Ha Paol, hervez he c’hiz, a antreaz d’ho c’havoud, hag e‐pad tri sabbat a gomzaz ganthe divarben ar Scrituriou,
Hogen hen a brezege er sinagog, bep devez sabbat, hag e lake ar Judevien hag ar Greked da gredi.