Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 4:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Ha Jesus a zeuaz da Nazaret, en pe leac’h e oa bet savet, hag evel ma oa he gustum, ec’h antreaz da zeiz ar sabbat er sinagog, hag e savaz evit lenn.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Jezuz a zeuas da Nazared e-lec’h ma oa bet savet hag a yeas, hervez e c’hiz, er sinagogenn d’an deiz sabad. Sevel a reas evit lenn.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 4:16
14 Referencias Cruzadas  

hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret; hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted: Galvet e vezo Nazaread.


Ha goude m’ho doe great pep tra hervez lezen an Aotrou, e tistrojont en Galile, d’ho c’hear Nazaret.


Ha pa hen doe daouzec vloaz, e savjont da Jerusalem, evel ma oa giz ar gouel.


Goude‐ze e tiskennaz ganthe, hag e teuaz da Nazaret, hag e oa sentus outhe. Hag he vam a vire an holl draou‐ze en he c’halon.


Rag kelen a rea en ho zinagogou, hag e oa henoret gant an holl.


Hag e oe roet dezhan levr ar profet Izaias, hag o veza digoret al levr, e kavaz al leac’h e pehini e oa scrivet:


Neuze e commansaz lavaret dezhe: Hirio eo accomplisset ar gomz‐ze euz ar Scritur, hag her c’hlevet a rit.


Hag hen a lavaraz dezhe: Hep mar c’houi a lavaro d’in ar proverb‐man: Medeusin, en em iac’ha da‐unan; gra ive aman en da vro, kement ha m’hon euz klevet ec’h euz great en Capernaüm.


Jesus a respontaz dezhan: Komzet em euz sclear d’ar bed; kelennet em euz bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en‐kuz.


Ha Paol, hervez he c’hiz, a antreaz d’ho c’havoud, hag e‐pad tri sabbat a gomzaz ganthe divarben ar Scrituriou,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos