Piou‐benag eta a anzavo ac’hanoun dirag an dud, me a anzavo anezhan ive dirag va Zad, pehini a zo en envou.
Sant Lucas 11:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa bedot, livirit: Hon tad pehini a zo en envou; da hano bezet santifiet; ra zeui da rouantelez; da volontez bezet great var an douar evel en env; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras dezho: Pa bedit, lavarit: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv, |
Piou‐benag eta a anzavo ac’hanoun dirag an dud, me a anzavo anezhan ive dirag va Zad, pehini a zo en envou.
Ra sclerio evel‐se ho sclerijen dirag an dud, evit ma velint ho mad‐oberou, ha ma c’hlorifiint ho Tad pehini a zo en envou.
Eun devez ma oa Jesus o pedi en eul leac’h, goude ma oa echuet he beden, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan: Aotrou, desk deomp pedi, evel ma hen deuz Ian desket ive d’he ziskibien.
d’an holl dud muia‐karet gant Doue, pere a zo galvet, ha d’ar zent a zo e Rom; ra vezo ar c’hras hag ar peoc’h ganeoc’h a‐berz Doue hon Tad, hag a‐berz an Aotrou Jesus‐Christ!
Rag n’hoch euz ket recevet eur spered a esclavach, evit kaoud aoun c’hoas; mes recevet hoc’h euz eur Spered a adoption, dre behini e criomp: Abba, Tad.
ho Aotrou hag hon hini. Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue, hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus‐Christ!
pehini a zo en em roet he‐unan evit hor pec’hejou, evit gallout hon tenna euz ar bed fall‐man, hervez bolontez Doue hon Tad,
d’ar breudeur er C’hrist, ar zent hag an dud fidel a zo en Colossa. Gras ha peoc’h deoc’h digant Doue hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus‐Christ.
Paol, ha Silvan, ha Timoteus, da Iliz an Thessalonied, en Doue an Tad, hag en Aotrou Jesus‐Christ. Gras ha peoc’h digant Doue, hon Tad, hag an Aotrou Jesus‐Christ.
o kaout sonj bepred, dirag Doue hon Tad, euz a œuvrou ho feiz, euz a labouriou ho karantez, hag euz an nerzeuzhoc’h esperans, en hon Aotrou Jesus‐Christ;
Hogen ra zeui hon Aotrou Jesus‐Christ he‐unan, ha Doue hon Tad, pehini hen deuz hor c’haret, hag hen deuz roet deomp eur gonsolation eternel, hag eun esperans vad dre he c’hras,
Hogen, ar seizved eal a zonaz gant an drompil ha moueziou braz a oe klevet en env, hag a lavare: Rouantelezou ar bed a zo lakeat dindan galloud hon Aotrou hag he Christ, hag hen a reno da virviken.
Piou na zoujfe ket ac’hanoud, O Aotrou, ha na rentfe ket gloar d’az hano? Rag te hep‐ken a zo santel; evel‐se an holl nationou a zeuio hag en em brosterno dirazoud, rag da varnedigezou a zo bet diskouezet.
Hag e kleviz evel mouez eur bobl vraz, hag evel mouez kalz a zoureier, hag evel mouez curunou braz, pere a lavare: Alleluia! rag an Aotrou Doue, an D oue Holl‐c’halloudec a ren.
Hag e veliz tronou, hag ec’h azezaz varnezhe tud, hag e oe roet dezhe ar galloud da varn. Hag e veliz ive eneou ar re a oa bet dibennet abalamour da desteni Jesus, hag abalamour da c’her Doue, hag ar re n’ho doa ket adoret al loen, nag he imach, ha pere n’ho doa kemeret he verk na var ho zal, na var ho daouarn.