Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 20:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Hag e veliz tronou, hag ec’h azezaz varnezhe tud, hag e oe roet dezhe ar galloud da varn. Hag e veliz ive eneou ar re a oa bet dibennet abalamour da desteni Jesus, hag abalamour da c’her Doue, hag ar re n’ho doa ket adoret al loen, nag he imach, ha pere n’ho doa kemeret he verk na var ho zal, na var ho daouarn.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Gwelout a ris tronioù; d’ar re a azezas warno e voe roet galloud da varn. Gwelout a ris eneoù ar re a voe bet dibennet evit testeni Jezuz hag evit ger Doue, ar re n’o doa ket azeulet al loen nag e skeudenn ha n’o doa ket degemeret e verk war o zalioù ha war o daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant Krist e-pad mil bloavezh.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 20:4
40 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos c’houi, pere hoc’h euz va heuliet, en eil c’hanedigez, pa azezo Mab an den var dron he c’hloar, e veot ive azezet var daouzec tron, o varna an daouzec tribu a Israel.


Neuze ive kalz a vezo scandalizet, hag en em drahissint an eil egile, hag ho devezo kassoni an eil deuz egile.


Herodes eta, o veza klevet komz divar he ben, a lavaraz: Hennes eo Ian, an hini em euz lakeat da zibenna; savet eo a‐douez ar re varo.


Hag ar roue a gassaz kerkent unan euz he warded, hag e c’hourc’hemenaz dezhan digas pen Ian.


Hag ec’h interrojent anezhan, en eur lavaret: Perag e lavar ar Scribed ez eo red e teufe Elias da genta?


hag e valeo dirazhan en spered ha gant nerz Elias, evit trei calonou an tadou ouz ar vugale, hag ar re na zentont ket da furnez ar re just, evit prepari d’an Aotrou eur bobl disposet mad.


hag e vezi eürus dre n’ho deuz netra da renta d’id; rag rentet e vezo d’id e resurrection ar re just.


evit ma hellot debri hag eva ouz va zaol em rouantelez, ha beza azezet var droniou, o varna an daouzec tribu a Israel.


C’hoas eun neubeud amzer, hag ar bed n’am gwelo mui, mes c’houi a velo ac’hanoun; abalamour ma vevan, c’houi a vevo ive.


Rag mar d’eo deuet ar bed da veza unanet gant Doue, dre ma’z eo bet ar re‐man taolet a‐gostez, pa vezint galvet a‐nevez, petra a vezo kement‐se, nemed eur resurrection euz a varo?


Ha mar d’omp bugale, ez omp ive heritourien; heritourien da Zoue, ha kenheritourien gant ar C’hrist; gant ma teuimp da c’houzanv koulskoude assambles ganthan, evit ma vezimp ive glorifiet assambles ganthan.


Mar gouzanvomp assambles ganthan, e renimp ive assambles ganthan; mar nac’homp anezhan, hen ive a nac’ho ac’hanomp;


pehini hen deuz discleriet ger Doue, ha testeni Jesus‐Christ, ha kement hen deuz gwelet.


Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus‐Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus‐Christ.


Mes goude an tri devez hanter‐ze, ar Spered a vuez digasset a‐berz Doue a antreaz enhe, hag e savjont adare var ho zreid, hag eur spount vraz a gwezaz var ar re a velaz anezhe,


Hogen, ar seizved eal a zonaz gant an drompil ha moueziou braz a oe klevet en env, hag a lavare: Rouantelezou ar bed a zo lakeat dindan galloud hon Aotrou hag he Christ, hag hen a reno da virviken.


Ha me a roio d’am daou dest ar galloud da brofetisa, e‐pad mil daou c’hant ha tri‐ugent devez, gwisket gant sier.


Ha pa ho devezo echuet da rei ho zesteni, al loen a zav euz an abim a rai brezel dezhe, a vezo treac’h varnezhe, hag ho lazo.


Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu‐all d’ar maro.


Hag ar moged euz ho zourmant a zavo da virviken; hag ar re ho devezo adoret al loen hag he imach, ha piou‐benag hen devezo kemeret ar merk euz he hano, n’ho devezo ehan e‐bed, nag en noz nag en deiz.


Gwelet a riz ive evel eur mor gwer, mesket gant tan; hag ar re ho doa trec’het al loen, hag he imach, hag he verk, hag an niver euz he hano, en em zalc’he var ar mor gwer‐ze, ha telennou Doue ganthe.


Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n’eo mui, daoust ha ma’z eo.


Rag d’an hini hen devezo trec’het, hag a raio va oberou beteg ar fin, me a roio dezhan galloud var an nationou.


Eürus ha santel an hini hen deuz lod er resurrection genta! An eil maro n’hen deuz ket a c’halloud varnezhe; mes beza e vezint beleien da Zoue ha d’ar C’hrist, hag e renint ganthan e‐pad mil bloaz.


Ne vezo mui noz e‐bed, ha n’ho devezo ket ezom a c’houlou, nag a sclerijen an heol, rag an Aotrou Doue a sclerijenno anezhe; hag e renint da viken.


An hini a drec’ho, me hen lakai da azeza ganen var va zron, evel ma em euz‐me ive trec’het hag emoun azezet gant va Zad var he dron.


En‐dro d’an tron e oa pevar‐var‐n’ugent tron all; ha var an troniou‐ze e veliz pevar‐var‐n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour.


Ha pa hen doe an Oan digoret ar pemved siel, e veliz dindan an aoter eneou ar re a oa bet lakeat d’ar maro abalamour da c’her Doue, hag abalamour d’an desteni ho doa dalc’het da rei.


Na noazit ket d’an douar, na d’ar mor, na d’ar gwez, ken hon devezo merket gant eur ziel servicherien hon Doue var ho zal.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios